oc’h o c’haret evel he bugale. Ec’his ar beaurien e c’honsidere ivez evel o Mam, ne sortie jamæs na vize en dro dezi un nombr bras anezo, da bere e distribue e-unan dre he dorn propr he chariteou.
Bemdez abars lein e roe da zibri da nao c’hrouadur paour, ha da bevar var-nuguent eus ar re vras, pere a serviche e-unan, ha dibaut gueich e vanque da bratica en hospitaliou, ur penn bennâc eus an deiz, œuvrou a garantez ar re humilianta ê quêver ar re glàn.
Quement a labouriou diffarant ne vire quet outi na gleve bemdez diou pe deir Oferen. Ouspen-ze e save bepret e creiz an nos evit lavaret Offiç Passion hor Salver, hac Offiç an Itron Varia.
O caout erfin ur pressantimant secret eus e maro, en em disposas dre ur goession general, hac e recevas ar Sacramanchou gant un devotion conform da santelez he buez. Mervel a eureu er bloaz 1093.
Biscoaz Rouanes ne voe regrettet muyoc’h gant pep-unan, hac ispicial gant ar re baour, pere a vouele dezi evel d’o mam brop.
Ur Rouanes pehini en deus an emmel eus ur Rouantelez, a guemer ar sourci da instrui e unan he bugale, ha memes d’o zisqui da lenn ! pe seurt iscus a gavo dirac Doue ar mamou pere a lavar n’o deus quet amser da instrui o bugale : ha pere n’o deus quet sourci d’o c’haç d’an Instruction pe d’ar c’hatechis ; hervez an Abostol Sant Paul, goassoc’h int evit an infidelet.
Eil Reflexion. Ur Princes a zoug bepret ur viscamant simpl ha modest ! Pe seurt digarez a allot-hu da zigaç evit iscusi ho vanite, pe hoc’h immodesti ?
Trede Reflexion. Ur Brinces yaouanc, leun a furnez, bumbl memes bete var an Tron, bepret Cristenes, bepret servicheres da Jesus-Christ, pried leun a vertuz, mam a exempl vad, Rouanes leun a vadelez evit an oll, ha leun a druez ous ar re baour ! Pet suget a reflexion na guevomp-ni quet en ur vuez quer santel ?