Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/396

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 viz Even.
389
Santes Mac’harit.

bras ma vize tenereet e c’halon en ur glevet hepquen prononç an Hano a Vari.

Ar guiscarnanchou caër hac ar vaniteou gant pere eo dallet an darn vuya eus an dud yaouanc, ne bligesont morse dezi : ar vertuz a voa bepret he ornamant caëra. Pa vize lavaret dezi ez oa he guiscamant re simpl ha re dister evit ur Brinces evel-dy, e responte penaus ur Brinces gristen na dlie quet clasq en em zistingua dious ar re-all dre ur viscamant caër ha pinvidic, mæs dre he modesti hac he furnez. Beza e devoa ive d’an oad-ze ur garantez quen tener evit ar beaurien ma voa aznad penaus e vize un deiz o mam hac o c’honsolation.

Ar brud eus he furnez hac eus he vertuz o veza græt d’ar Roue eus a Scoss e goulen evit pried, e assantas evit pligeout d’hé c’herent. Evit-hi da veza rouanes, ne ziminuas netra eus he exerciçou a zevotion : ha biscoas ne fallas dezi en em discarga var ar re-all eus a sourci he bugale : o instrui a ree e-unan, disqui a ree dezo lenn, gant un douçder hac un attantion evel pa ne devize bet quen da sourcia. Lacât a ree dreist pep tra he studi da ober dezo santout peguen tromplus ha peguer faus eo ar brillant eus a an enoriou an douar, en ur rei dezo da gompren ar vanite hac an neant eus a c’hloar ar bed. Evelse ive he oll bugale a oa quen devot na vize hanvet ar famil royal nemet ar famil gristen.

Ar Roue ravisset o velet he speret hac he frudanç, ne antreprene affer ebet important heb beza quemeret he avis. Ar Santes a brofitas eus ar fizianç-ze en devoa enni, evit e engagei da ober renta justiç vad en e Rouantelez ; da rei ordrenançou evit gloar ar Religion, evit eürusdet ha repos ar bobl, evit arreti un infinite a zizursou, pere a oa commun a bell-amzer.

Ober a reas rapari cals a Ilisou, ha sevel meur a hini a nevez ; hac e felle dezi e vize caër ha precius quement a serviche d’an Offiç divin. Founta a eureu gant ul liberalite royal meur a hospital evit soulageamant an dud paour, evit pere e devoe epad he vuez ur garantez hac un deneridiguez vras,