Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/386

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 viz Even.
379
Sant Simeon, Reclus.

ferm da bellaat dious an occasionou a ouffe ober deoc’h coueza er faut-ze.

Dious an nos na vanquit quet da adori Doue, d’e drugarecât eus e c’hraçou, particulieramant eus ar re hoc’h eus recevet epad an deiz, ha da c’houlen digantàn pardoun eus ar fautou ho pe coumetet ; mæs evit quemense ret eo o aznaout, hac, evit o aznaout, rêt ê ober an examen a goustianç, songeal a barfetet er fautou hoc’h eus græt, quen dre songesonou, quen dre gomsou hac actionou. Songit ive neuse ha c’hui ho pe manquet da viret ar resolutionou mad ho poa quemeret en ho pedennou dious ar mintin : goudese en em excitit da ur gontrition parfet, pehini a ell supplei e defaut ar Sacramant a binigen, e cas ma veac’h surprenet gant ur maro subit.

Pa en em lequeot erfin en ho cuele, en ur ober sin ar groas, recommandit hoc’h ene da Zoue ; offrit dezàn ho repos, ha quemerit-e en intantion d’en em lacaat goudese e stad d’en em acquita guell eus ho labour hervez ho condition, ha da servicha Doue gant ur gouraich hac ur fervor nevez. Dre ar voyen-mâ e teuot da sanctifia ar repos a guemerot ; hac ar repos temporel-ze a servicho deoc’h evit arruout un deiz er repos eternel.



Ar pempet devez a viz Even.


SANT PAMFIIL, BÆLEC HA MERZER.


————

Sant Pamfiil, guinidic eus a Fenicii, a voa, evel ma verq ar Martiroloch Romen, un den eus ur santelez hac eus ur squiant admirabl. N’en devoa c’hoas nemet tri pe bevar bloaz ma oa soueset e guerent o clevet e gomsou bac e responchou leun a speret, mæs admira a reent muy c’hoas e natur-vad hac e incliantion eürus evit ar vertuz.