tel meurbet. Ar recluset a oa hermitet, pere en em anferme en ur cellul stag ous un ilis bennâc, hac a ree veu da chom eno bepret, heb jamæs sortial. Ne vize recevet nicun d’ar stad-se nemet dre bermission an escop, pe mar en em anferme en ur gouent, dre bermission an Abad, ha nemet goude beza bet emprouet epad ur bloaz. Ar re o devoa oferennet abars en em renta recluset, o devoa en o cellul un auter evit lavaret an oferen, mæs an hini e responte ne antre quet en diabarz ; respont a ree dre ar prenest a scoe var an Ilis, dre belec’h e alle ar reclus clevet ar c’hân ha cana e-unan epad an ofiç.
Sant Simeon a dremenas en e cellul ar rest eus e vuez en un oræsoun hac ur gontemplation continuel. Goude ur vuez quer santel, o veza recevet e oll sacramanchou, e rentas e Ene pur da Zoue, er bloaz 1035.
Eürus eo an hini a ell hervez exempl sant Simeon quitaat ar bed evit en em antreteni gant Doue hebquen, dre ar beden hac an oræsoun. Ma ne illit quet rei hoc’h oll amser d’an exerciç-se din eus an Ælet, roït da viana ul loden eus an deiz ; liquit evez na vancac’h da adori Doue bep mintin ha bep nos, evel a dle pep christen. Divoallit na veac’h negligeant en ur poent quen important, gant ar pres da vont d’ho labour : ha memes penaus e alfac’h esperout tenna graç Doue var o labour ? Hada a illit, planta a illit ha doura ho touar ; mæs netra na boulso, netra na gresco ma ne ro Doue e venediction d’ho labour.
Goude beza græt sin ar groas en ur zihuna, hac offret ho calon da Zoue, en em liquit var ho taoulin evit e adori hac e bidi gant ar respet dleet d’e vajeste, evit e drucarecaat eus an oll graçou hoc’h eus recevet digantâ, hac evit goulen ar c’hraç da dremen santelamant an devez. Mar d’oc’h sourcius eus ho silvidiguez, e reot ive neuse ur reflexion var ar faut e pehini e couezit aliessa, evit pehini e santit muy a inclination, hac a so ar pen-caus eus an darn-vuya eus ho pec’hejou-all, hac e quemerot ur resolution