a Reims. Da benn neubeut goude e reas sevel e Paris un Ilis caër en enor d’an ebestel Sant Pêr ha Sant Paul, hanvet bremâ Ilis Santes Genoveva.
Santes Clotilda goude maro ar Roue en em retiras d’ar guær a Dour, e pelec’h, guisquet gant ur simplicite hac ur vodesti vras, e tremene he oll amser e pidi Doue hac o soulagei ar beaurien.
Erfin, oaget a zec vloaz ha tri-uguent, goude beza recevet he Sacramanchou diveza gant un devotion exemplus, e varvas ec’his ma varv ar Sænt, er bloaz 549.
Ar Rouanes santel-mâ a gonvertissas ar Roue he fried. Ur vreg vertusus, eme Salomon, a so un tènsar, ha ne deus pris ebet. Pebes mad na ell quet ober var speret ha var calon ur pried ur vreg devot, pehini a zeu da studia e humor ha d’en em gomporti gant furnez evit gounit e c’hraç-vad, evit gallout goudese e c’hounit da Zoue !
Eil Reflexion. Mar hoc’h eus ur guir garantez evit ho querent hac o mignounet, profitit eus ar fizianç o deus enoc’h evit o frofit hac o mad spirituel, proculit dezo graçou-vad an Autrou Doue. Hennes eo ar guella hac ar c’haëra servich a oufac’h renta dezo.
Trede Reflexion. Ar Rouanes vras-mâ en em gountante da zouguen guiscamanrchou gloan, hac he guiscamant a oa bepret simpl ha modest. O èn a zeu an exempl-mâ da gondaoni ar vanite eus an dud ac bed !
Pa vez an Ene ornet gant vertuziou, n’en em amuser quet da ficha quement ar c’horf.