a yeas da receo ar Brinces er Guær a Soasson, e pelec’h e rezeur an Eureud.
Ar Rouanes santel ne zaleas quet d’en em antreteni gant ar Roue var virionez ha var an avantaich eus ar Religion gristen, ha d’e exhorti da renonç d’e Zoueou faus. Clovis, pehini en devoa cals a istim hac a respet evit-i, a chezlaoue volontier quement a lavare dezâ ; seblanti a ree memes beza touichet ; mæs ne voa quet deut c’hoas an heur eus e gonversion, ur ræsoun fall da lavaret ê, considerationou humen en dalc’he. Clotilda ne heane o c’houlen digant Doue, dre bedennou fervant, conversion ar Roue ; ober a ree ivez en intantion-ze alusennou bras hac a ree lavaret cals a Oferennou.
Clovis, o veza var ar poent da gaout bresel a-enep ar Flamantet, ha prest da bartial e-unan e penn e Arme, ar Rouanes en assüras eus ar victor ; mar deuze d’en em adressi da Zoue an Armeou, Doue eus-an Eê hac an douar. Partial a eureu hep ober cals a vân eus a guemense ; mæs e creiz ar goumbat, oc’h en em gaout en un dristidiguez vras, o velet e Arme direizet, hac e-unan en danger da goueza etre daouarn en enemiet, e songeas er pez e doa lavaret dezâ ar Rouanes ; neuse, en ur sevel e zaouarn var-zu an eê, e lavaras : Autrou souveren, a behinni am eus clevet meuli ar galloud dreist ar buissanç eus an Doueou am eus adoret bete vremâ, pliget gueneoc’h rei din ur merq eus ho holl gallout ebars an extremite e pehini en em gavân ; accordit din ar c’hraç-ze, ha ne adorin muy hivisiquen nemedoc’h. N’en devoa quet quent aichuet ar c’homsou-ze ma santas e gouraich o crisqui, ha, gant ur fizianç vras e Doue ar gristenien, e avanças var an ennemiet gant an neubeut a soudardet a oa chomet gantàn, hac e c’hounezas unan eus ar c’haëra victoriou a so bet gounezet biscoas. Neuse en em brosternas var plaç ar goumbat en ur lavaret : Salver, ne deus quen Doue nemedoc’h, ha c’hui hebquen a adorin hiviziquen. Adalec an deiz-ze e coumancas d’en em zisposi da receo ar vadisiant, hac e receo a eureu heb dale er guær