Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/380

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2 viz Even.
373
Sant Erasm.


An eil devez a viz Even.


SANT ERASM, ESCOP HA MERZER.


————

Sant Erasm, pehini a hanver ive Sant Elm, a voa guinidic eus a Vro sao-Heaul, hac a vilitas dre e vertuziou ar Garg a Escop ; mæs ar c’hanton-ze o veza bet distruget dre bersecutionou an Ampalaer payen, ar Sant-mâ en em dennas en deserz var menez Liban. Cundui a reas eno ur vuez quer mortifiet ha quer santel ma teuas da veza an admiration eus ar c’harter ; ha quement den clàn a receve e venediclion a receve ive soulageamant.

An desir bras en devoa da c’hounit eneou da Zoue, a reas dezâ sortiat eus an deserz evit mont da Brezec d’ar Bayanet eus ar guær a Antioch. An Ampalaer o veza græt e arreti a reas e dourmanti gant crueldet ; ober a eureu da guenta e scourgea gant correennou. Ar Merzer santel a anduras an tourmant-se, non pas hebquen heb en em glem, mæs c’hoas gant joa. An tirant a ordrenas goudese arrousi e gorf gant souffr ha plomb teuzet, mæs Doue er preservas a zrouc : an hanoïou santel a Jesus hac a Vari, pere a invoque epad ma en tourmanter, en rentas insansibl d’ar boan ha d’an anquen.

Ur burzud quer bras na ampechas quel an Tirant obstinet da rei urz d’e gaç d’ar prison ; mæs dilivret e voe ac’hano gant un Æl, pehini a ordrenas dezàn tremen ar mor. Ar Sant, o veza arruet er Guær a Formy, a brezegas ar Feiz d’ar bobl ar c’hanton-ze ; ha goude beza græt eno meur a Viracl, hac un nombr bras a Gonversionou, ez eas da receo en Eê ar Gurunen en devoa militet. Mervel a eureu er bloaz 303.

E Gorf santel a oue transportet, var dro ar bloas 840, eus ar Guær a Formy da Gayet, e pele’ch er c’honserver gant cals a respet. Ar Miraclou bras en