a guement e devoa avancet. Ronan n’en em gountantas quet d’e fardonni a galon, goulen a eureu c’hoas graç evit-hi, hac e obteni a eureu.
Erfin ar Sant-mâ o veza deut da vervel, goude beza roet exemplou bras a vertuz ha græt cals a Viraclou en e vuez an Duguet a Vreiz a reas sevel en e enor un Ilis caër e pehini e oue lequeet e Relegou. Un darn vras anezo a roe transportet goudese d’an Ilis Gathedral a Guemper.
Sant Ronan a oa humbl ; biscoas ne glascas en e vuez nemet tec’het dious an enoriou, ha cuza e vertuziou. Mæs peguen dallet oump-ni gant ar vanite, ni pere a gar quement hor gloar propr, hac a glasq alies an istim ha meuleudiou an dud bete en euvrou mad a reomp. Pebes dallentez coll evelse evit un neubeut avel pe un neubeut moguet, ar milit hac ar recompans eus hor guella actionou.
Eil Reflexion. An humilite parfet a ra ma soufrer gant joa an injuriou, ar c’halomniou, evel m’en deus græt ar Sant-mâ hac un infinite a reall. Ma n’hon eus quet avoalc’h a vertuz evit o souffr gant joa, ez-oump obliget da neubeuta da veza humbl avoalc’h evit o souffr gant patiantet. Mar rentomp eta injur evit injur, pe mar dalc’homp ur gassoni secret en hor c’halon, e tleomp songeal ez-oump superb hac orgouillus.
Evit en em zisposi hac en em gouraichi da souffr gant patiantet, gant peoc’h, ha memes gant joa an injuriou a reer pe a leverer deomp, n’hon eus nemet consideri ez int ur nemed bras a-enep hon orgouill ; penaus, o veza pec’herien, ne vilitomp quen tretamant ; ha penaus e renquer tremen dre eno, evit beza hènvel ous Jesus-Christ, hac ous ar Sænt.