Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 Guenver.
31
Sant Simeon Stilit.

Simeon Stilit, o consideri e binigen hir ha Bras meurbet : p’eur e vezimp-ni soueset en ur ober reflexion var hon lachete hac hon delicateri ?

Eil Reflexion. Descomp da neubeuta, dre exempl ar Sant-mâ, penaus ar merq eus ar guir vertuz, eo an oboissanç hac an humilite.



Ar c’huec’hvet devez a viz Guenver.


AN DEIZ SANTEL
EUS A EPIFANI HOR SALVER,
HANVET GOUEL AR ROUANEZ.


————


An Ilis e deus bepret celebret ar gouel-mâ gant ur solanite vras, abalamour ma e deus-èn bepret consideret evel ar gouel eus a vocation ar Gentilet d’ar feiz.

Souden goude ma voe ganet Salver ar bed e Bethleem, e oue guelet en oriant ( e bro sao heaul ), ur stereden dreist-ordinal, caër ha brillant meurbet. Tri Roue eus ar vro-ze, pere a hanver Gaspar, Baltazar ha Melchior, o consideri ar stereden miraculus-se, hac o veza er memes amser sclereet gant ur sclerigen interior, a gomprenas penaus ez oa ar Stereden eus a behini en devoa comset ar Profet hac a dlie beza ar merq eus ar Roue pehini e dlie dont er bed evit silvidiguez ar bed-oll. Quemeret a rezont o zri hep dale, an hent a Judee, e pelec’h e vouïent e tlie beza ganet ar Roue-ze desiret gant an oll nationou. Ar memes Stereden a yee bepret arau-zo hac o c’hunduas epad o beaich, pehini a badas daouzec dez pe var an dro. Mæs pa oant arru tost da Jerusalem, e tisparissas ar sclerigen. Neuse e antresont e quaer, hac e c’houlensont pelec’h edo ar Roue