Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
6 Guenver.
Gouel ar Rouanez.

nevez a zeuent da adori, hac a behini o devoa guelet ar Stereden. Peb unan a ïoa soueset o velet tud eus o seurt, pere a zeue a-bell evit adori Roue a Jusevien, pehini ne aznayent quet o-unan.

An neventi-ze a droublas hac a spountas ar Roue Herodes gant an aoun en devoa na vise lamet digantàn e gurunen ; ober a reas d’an Doctoret eus al lesen dont d’e gaout, evit goulen diganto pelec’h e tlie ar Messiaz besa ganet : respont a resont oa e Bethleem, evel m’en devoa discleriet Doue dre e Brofet Michee. Herodes, pehini en devoa dija furmet an dessin d’em zisober eus ar c’hrouadur divin, a lavaras secretamant d’an tri Roue : iit, emezàn, da Vethleem, pa ze eno e tle beza ganet ar Messiaz, en em informit eus a guement a aparchant ous ar c’hrouadur, hac, en distro, deut, me ho ped, da lavaret din ar c’hêlou, evit ma zain ive va-unan de adori. Pourchu a resont eta o hent, ha quer buan e velzont adarre o Stereden, pehini o c’haças rag-eon da Vethleèm.

Concevit ar joa o devoe pa velzont c’hoaz o sclerigen dirazo, hac ispicial pa en em arretas var an ty ma edo ar Roue nevez. Antren a rezont, hac e quefsont an hini a glasquent, etre divrec’h e vam benniguet : ne barisse netra a guement en disting-se dious ar vugale all ; mæs ar memes sclerigen interior pehini e devoa graet dezo aznaout petra sinifie ar stereden a reas dezo aznaout, a-dreus an exterior simpl-se, ar vajeste suprem a Zoue en em c’hraet den. En em brosterni a resont dirazàn oc’h e adori evel ar Mæstr souveren ha Redemptor ar bed ; presanti a resont dezàn ar pez o devoa a breciussa en o bro, aour, ezenç ha myr : aour, evel un tribut d’o Roue ; ezenç, evit e adori evel Doue, ha myr, evit aznaout ez oa den : hac, hervez an avertissamant roet dezo gant un Æl, e tistrozont d’o bro dre un hent all.

Æz eo compren pebes abondanç a c’hraçou a recevas an tri Roue-ze, gant pebes feiz, gant pebes carantez e tistrozont d’o c’harter ; e pelec’h goude beza discleriet ar burzudou o devoa guelet, e mirit-