Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/377

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
370
31 Maë.
Sant Liberat.

gant an natur, ur virione eo desquet deomp gant ar resoun : ar c’henta eo hac ar brassa gourc’hemen a ra Doue deomp. Hor c’haret en deus a bep eternite, hac hot c’harga a ra e pep moumet eus e zonæsonou. Hac e oa ret, o va Doue, goude quemense ho pize coumandet din ho caret ? Ha ne oa quet avoalc’h e bermeti din ? Cousgoude c’hui er permet hac en ordren din : ma alya a rit d’ho caret tire recompansou eternel : ma gourdrous a rit eus a boaniou diremed ma n’ho caràn quet ; ha c’hoas n’am eus-me quet a garantez evidoc’h, sioas din !

Ne d’ê quet avoalc’h lavaret da Zoue dre hor c’homsou penaus er c’haromp, rêt ê disquez hor c’harantez dre hon euvrou, hac e tleomp beza bepret disposet da goll quement mad hon eus er bed, hac ar vuez memes, quent evit coll e garantez. Hac hounes ê an disposition eus hor c’halon-ny ? Ha ma ne d’e quet, pebes maler evidomp ? Ar garantez a so un donæsoun a Zoue, ret o eta e goulen gant fervor ha gant humilite.

Leveromp evel Sant Augustin, gant santimanchou a gomponction hac a c’hlac’har. Pebes displigeadur am eus-me, o va Doue ha va C’hrouer, da eza bete vremâ caret quement ar bed hac ar grouadurien ha da veza ho caret quen neubeut ! Re diveat am eus ho caret, quenet bepred ancien ha bepret nevez : re bell amser am eus hoc’h offanset, madelez bepret din da veza caret, ha bepret dispriget guenê, sioas din ! Mæs gant ar sicour eus ho craç ne heanin hivisiquen d’ho caret, d’ho meuli, d’ho servicha.



Ar c’henta devez a viz Even.


SANT RONAN, ESCOP.


————

Sant Ronan, guinidic eus a Irland, a vilitas dre e vertuziou bras beza lequeet da Escop en e vro.