Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/376

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31 Maë.
309
Sant Liberat.


Neubeut amser goudeze e oue prisonniet an daou bried santel-mâ. O separi a reseur an eil dious eguile, hac evit aessaat trec’hi o c’houraich ne oue espernet netra, nagoall-dretamant, na dromplerez memes. Dont a rezeur da lavaret d’ar vreg penaus he fried en devoa en em soumetet da urz ar Roue, ha penaus en devoa cenchet Religion. Ar c’hêlou-ze a reas poan dezi, mæs ne rezont quet coll couraich : clasq a reas ar voyen da goms ountâ, hac e gaout a eureu. Neuse e lavaras dezàn en ur vouela : Ha possubl eo e vec’h-hu bet maleürus avoalc’h evit renonç d’ho Toue ? penaus eta, evit conservi ur vuez quer fragil, ha c’hui fell deoc’h en em goli epad un eternite ? Liberat, o santout an dromplerez eus an heretiquet, a respontas dezi : Guelet a ràn penaus adversourien Jesus-Christ a so bet falluer avoalc’h evit publia em be renoncet d’ar Feiz, mæs en em rassurit ; netra na veso capabl da oher din cench Religion : sacrifiet hon eus pep-tra dre garantez evit Doue, hor madou, hor bugale hac an oll commoditeou eus ar vuez, deomp da sina gant hor goad Divinite Jesus-Christ ; esper am eus e accordo deomp ar c’hraç da aichui souden hor buez dre ar Verzerinii.

An tirant, squiz oc’h o guelet o daou bepret ferm er Feiz, o c’hondaunas d’ar maro gant cals a gristenien-all pere a edo er memes prison : ar pez a oue executet er bloaz 484.

REFLEXION.

Sant Liberat a gare meurbet e zaou vab, mæs ar garantez en devoa evit Doue a oa treac’h d’an hini en devoa evit-o : guell oue gantàn beza separet dious e vugale, coll e vadou hac e vuez eguet ober netra control da lesen Doue. Cetu a-se ur merq eus ur guir garantez hac eus ur garantez parfet. Mæs ha ny a elle cridi gant guirionez hor be carantez evit Doue, ny pere ne fell quet deomp en em briva evintâ eus a bligeadurezou væn ar bed, alies dangerus ha criminal memes.

Ret ê caret Doue : ur virionez eo inspiret deomp