Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 Guenver.
29
Sant Simeon Stilit.

ar re a vouel, e c’houlennas digant un den ancien ha devot, petra a sinifient ; an den mad-se a lavaras dezâ penaus e voa eürus a re a zeu da vouela o fec’hejou hac re ar bed, e voa eürus ar re a so affliget er bed-mad, hac erfin ar re a gundu ur vuez penitant ha pell dious ar bed, o contempli bemdez passion ha maro hor Salver. En ur glevet quemense en em santas quen touichet ma zeas hep differi en un deserz e pelec’h e tremenas seiz deves o vouela hac o pidi, prosternet var an douar. Goudese, ez eas d’en em brosterni da dreit un abat Santel eus ur gouent a dost, pehini o velet e zaelou hac an desir bras en devoa da servicha Doue, èn recevas er gouent.

Simeon a dibasseas souden an oll religiuset dre e yuniou ha dre e vortificationou dreist-ordinal ; ha goude beza chomet tri bloaz er gouent, e c’houlennas conge da vont dounoc’h en deserz, e pelec’h, gant ar fizianç vras en devoa e sicour an Antrou Doue, e entreprenas, evit imita yun hor Salver, tremen ar c’horaïs eb dibri netra ; hac e ober a eureu. D’ar sul fasq ur Bælec o veza deut evit e velet er c’havas quer sempl, ma voa en danger da vervel, e sacramanti a reas, hac ar vagadurez divin-se a rentas dezàn e nerz. Neuse leun a fizianç en hini en devoa graet ar miracl-se en e andret, e quemeras ar resolution da dremen ar c’horaïs er memes faeçoun, peb bloaz epad e vuez. Theodoret, pehini en deus scrivet buez ar Sant-mâ, a raport penaus, en amser ma e scrive, en devoa dija yunet evel-se eis c’hoaraïz var-nuguent. Ar memes Theodoret a lavar c’hoas penaus, en amseriou-all, e tebre quen neubeut a dra, ma eller lavaret penaus ar c’horf adorabl a Jesus-Christ, pehini a receve, bep eiz dez, a oa casi e oll bevanç.

Ar brud eus e santelez o veza eet dre ar vro, e teue tud a bep lec’h d’e velet ; neuse, evit en em denna dious ar foul, pehini en distroe dious e oræsoun, sevel a reas gant maein ur goulounen, da ouzot eo, ur pilier huel, var c’horre pehini e tre-