a vuez pehini am souten, hac e pehini ema va oll fizianç. Gant an dispositionou santel-ze e varvas, er bloaz 1366. Doue a zisclerias e santelez dre cals a viraclou, hac e visaich a voa quer caer, ma varvas, ma lavare an oll o devoa guelet ur Sant pehini en devoa bisaich un Æl.
Hiniennou ne gonsideront e buez ar Saent nemet an traou bras o deus graet, an traou dreist-ordinal, evel o burzudou hac o miraclou ; mæs humilite ar Sænt, o finigen, o fervor, o c’harantez a ell servichout da squêr ha da exempl da bep seurt tud ; o vertuziou eo eta a dleomp particulieramant gonsideri. Ne deus nicun ac’hanomp a guement na ell caout e bues peb Sant, exemplou da heulia, ha vertuziou da imita. Piou ac’hanomp-ni, adalec ar biana bete ar brassa, na ell quet imita ar Sant-mâ en e zevotion d’ar verc’hes glorius Vari ?
uez ar Sant-mâ a so leun a draou quen dreist-ordinal
ha quer burzudus, ma tle beza quen consideret
casi evel ur miracl, eguet evel un exempl da
veza imitet. Falvezet eo bet da Zoue disquez dre
eno petra a ell an den pa ve fidel d’e inspirationou
santel, ha pa ve soutenet dre e c’hraç, ha disquez
a ra deomp er memes amser peguen digouraich oump
en e servich.
Simeon, guinidic a Syrii, a dremenas e guenta amser o tivoal an dêvet. D’an oad a drizec vloaz o veza clevet ar c’homsou-mâ eus an aviel : eürus