Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/351

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
344
19 Maë.
Sant Euzen.

n’en em gountanle quet da brezeg en e barres hepquen, e ober a ree c’hoas er paresiou di-var-dro, hac alies e ree meur a sarmon en ur memes devez. Ouspen-ze en em rente advocat e favor ar beaurien, an intanvezet hac an emzinvadet ; difen a ree o c’haus, pledi a ree e-unan evito, hac e fournisse c’hoas ar pez a oa rêt evit pea misou ar proces.

Un den pehini a ree quement a enor d’an Ilis hac a rente quement a servich d’an dud paour ha d’an oll, a vilite beva meur a gant vloaz ; mæs Doue en em hast alies da recoumpansi e fidela servicherien. Sant Euzen n’en devoa nemet hanter-cant vloaz pa aznavezas e oa taust e fin. Oc’h en em santout clàn, peguer sempl bennâc m’en em gave, e reas un exhortation d’e bobl ; hac e coessaas c’hoas ar re a c’houlennas ar c’hraç-ze digantâ. Mont a eureu goudese d’en em deul var e vele ha, goude beza recevet e Sacramanchou diveza, n’en devoe muy quen antrefien nemet gant Doue. Er gommunication douç-ze gant e Grouer eo e varvas d’an naontecvet a vis maë, er bloaz 1303.

REFLEXION.

Cals a dud a guemer Sant Euzen evit o fatron ; mæs peguen neubeut anezo, sioaz er c’hemer evit squêr hac evit exempl eus o buez !

Mar fell deomp caout ar Sant evit intercessoret hac advocadet evidomp dirac Doue, labouromp d’en em renta din eus o frotection, dre an imitation eus o vertuziou.



An uguentvet devez a viz Maë.


SANT BERNARDIN A SIEEN,
EUS A URZ SANT FRANCES.


————


Ar Sant-mâ, guinidic eus a Sieen e Toscaan, o veza crouadur yaouanc, en em blige o clevet en ilis com-