evit ar squianchou, er c’hassas da Baris ha da Orlean evit studia. Ar studi hac ar beden a bartageas bepret e oll amser. Ne guemere quen recreation na quen divertissamant nemet o lenn buez ar Sænt, gant ur c’hoant bras d’o imita ; castia a ree e gorf evit conservi ar burete hac e innoçanç etouez an dangerou quer commun ebars ar bed. Goude beza en em rentet Bælec, e celebrer an Offerenn bemdez, ha bepret gant ur fervor nevez. Santout a ree un douçder quer bras, oc’h ober oræsoun ma chomme alies heb songeal memes na da zibri na da eva.
An Archidiacr eus a Roazon pehini a aznaye e squiant hac e santelez, er goulennas evit e official ; Sant Euzen a guemeras ar garg-se abalamour ma vele en devize enni ar voyen da renta muy a servich d’an dud paour, d’an intànveset ha d’an orfelinet. An oll a admiras souden e speret lem, e galon disinteresset, hac e lealdet, dre ar justiç mad ha prount a rente da bep-unan ; ha nicun eus ar re a golle o Froces dre an Officialite n’en em glemme eus ar setanç roet gant ar Sant en o enep. Pa gave tud var ar poent da vont e proces, e assamble an daou barti en e dy hac e roe dezo da entent quer sclær, o affer, ma teuent peurvuya d’en em renta justiç o-unan ha d’en em accomodi ; ha bep-unan en em gave countant.
An escop eus a Dreguer, o clevet ar brud anezàn, a c’hoanteas e gaout en e escopty, hac er greas e Official. Ar Sant en em acquitas eus ar garg-ze gant ar memes garantez hac ar memes zêl evel m’en devoa grêt e Roazon.
O veza bet lequeet da Berson e pares Lohanet, e labouras gant ur zêl infaligabl evit silvidiguez e barosianis, hac e terminas an oll procesou. Preseg a ree gant cals a onction, ha beza en devoa un donæsoun particulier evit touich ar c’halonou. Un usurer bras, hanvet Thomas Querimal, a voe quen touichet ma teuas, o sortial eus ar sarmon, da zistribui e oll vadou d’ar re ous pere en devoa graet gaou dre an interest en devoa recevet ; hac, en ur guitaat ar bed, en em rentas Religius en Abati Begar. Sant Euzen