morse dezâ caout soulageamant ebet. Unant ens ar religiuset o veza represantet e oa poent exanti ar breur Felix da vont da guestal, a respontas : ur soudard a renq mervel ar c’hleze en e zorn, hac an asen a dle mervel dindan e garg.
Ober a reas e Rom aznaoudeguez, hac un amitie special gant Sant Philip a Neri. An daou Sant-se n’en em rancontrent jamæs na zeuze o c’harantez evit Doue da receo un ardor nevez. En em saludi a reent en ur fæçoun particulier : Breur Felix, a lavare Sant Philip a Neri, souheti a ràn e teue an tân eus a garantez divin d’ho lesqui bete mel an esquern ; ha me, a responte ar Sant-mâ, pidi a ràn Doue, Tad Philip, ma viot quen anflamet anezan ma vezo ho corf rentet e ludu. Pa en em guiteent e lavarent c’hoas, gant ar simplicite-ze pehini ne apparchant nemet ous ar Sænt : adieu, va breur, Doue ra roï deoc’h ar c’hraç da veza tourmantet var ar rôd, pe var ar chevalet ; adieu, va zad, a responte breur Felix, ra plige gant Doue e allemp hon daou souffr quement o deus anduret an oll Verzerien. Sant Felix, o caout var fin e amser un infirmite vras, ar medicin a c’houlennas digantâ perac n’en em serviche quet eus an hano a Jesus evit caout soulageamant, eguis m’en doa rentet pare quement a re-all dre ar memes moyen, respont a eureu, gant un ær joaüs : re avantajus, ha re agreabl eo din ar fleur, hac ar rôs-mâ eus an Eê.
Ar servicher fidel-mâ da Zoue a zesire ivez gant ardor silvidiguez e nessa. Evel ma clevas un deiz coms eus ur goal intantion o devoa tud libertin, ez eas d’o c’haout ; en em strinca a reas d’o zreit, o lavaret en ur vouela : me ho suppli, va breudeur, da gaout truez ous hoc’h ene. Ar guær-mâ hepquen a reas dezo cench santimant, hac o c’honvertissas. O velet d’an deziou-Ened e rede ur foul vras a dud d’an ebad ha d’an divertissamanchou profan, e pedas un Tad eus ar gouent, pehini a oa ur predicator bras, da zont gantâ evit distrei ar bobl-se. Ar presanç ar breur Felix, pehini a zougue ur Groas pouner var e guein, hac ur penn maro en e zorn, a touichas an