r Sant-mâ, guinidic eus ur Guær vian hanvet
Gantaliç en Ombrii, a oa mab da dud paour, mæs
tud honest bras, pere en lacaas da zivoal al loenet
e ty un digentil. Alies en deiz e vize guelet ar
c’hrouadur yaouanc-se var e zaoulin o lavaret e
chapeled ehars ur vezen dero var behini en devoa
merquet ur Groas.
Quentre m’en em velas capabl da labourat an douar, en em lequeas da servicha tud var ar mæs. O clevet lenn e ty e vestr buez ar Religiuset hac an Hermitet santel eus an deserz, e santas un desir bras d’en em retira en ur gouent, ha d’an oad a eiz vloaz var-nuguent ez eas d’en em offr d’an Tadou capucinet, pere en recevas. Goude beza græt e noviciat gant fervor, ha roet exemplou caër a humilite hac a bininigen, e voe cacet da Rom, e pelec’h e voe roet dezàn ar garg da guestal. E ober a eureu epad daou-uguent vloaz gant un humilite hac ur vodesti quer bras ma oa an oll edifiet oc’h e velet. E oræsoun a oa continuel : en ur guestal, memes e speret a oa atau unisset gant Doue ; hac, eguis oa lavaret d’e gompagnun : dalc’homp hon daoulagat var an douar, hor c’halonou en eê, hac hor chapeled en dorn.
Bemdez a responte an Offerenn guenta gant ur fervor pehini a inspire devotion d’ar re-all. Sacramanti a ree ordinal teir gueich ar sizun, mæs er bloaziou diveza eus e vuez a sacramante bemdez, gant un transport quer bras a garantez na elle muy lavaret ar Gonfiteor, dre an abondanç a zaelou a scuille.
Yun a ree divar bara ha dour, an tri c’hoaraïz eus e Urz. Petra bennâc ma oa poanius e garg, ispicial var fin e vuez, ha ma oa uset e gorf gant al labour, gant e vortificationou ha gant e infirmiteou, ne felle