Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/338

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 Maë.
331
Sant Pacoom.

c’hlin ; tremen a reas pemzec vloas heb gourvez ; ha mar boa ret dezàn cousquet avisiou, n’er gree morse nemet asezet var ur mæn ; pidi a ree ordinal e zaouarn Croas, hac aviziou e tremene an nos-oll en daill-ze.

Ar brud, eus e Santelez a reas da gals a dud, hac eus a bep bro, dont d’en em lacât dindan en em gavas oll carguet a Religiuset vertuzus. Ar Sant a lequeas ur Superior particulier e pep Couent, ha sourcius ez oa d’o bizita e-unan liessa ma alle. E instructionou e sourci, e bedennou hac e exempl a ellumas ar fervor e peb-lec’h : guelet e vihe bepret an Abad santel ar c’henta en oll exerciçou eus ar Gommunaute e pehini en em gave ; servicha a ree ar Religiuset ous taul, labourat a ree er jardin, scuba an ty, servicha nos-deiz ar re glàn. Ar privileich hebquen en devoa, oa da ober muy a austeriteou eguet nicun ha nemet dre ma oa an humpla eus an oll.

Erfin, uset gant an oad ha gant e vortificationou, e couesas clàn, ha leun a fizianç e Doue, pehini en doa servichet gant quement a fidelite, e varvas er bloaz 348.

Ar madou pere a lesas gant e Religiuset oue e Vaximou spirituel, a bere cetu amâ ar re principala.

Maximou Spirituel.

1. Buez ur Religius, hac hini ur c’hristen memes, a so ur verzerinti hir ha bras, pa vever evel ma faut.

2. An hini en deus lequeet e galon e Doue, n’en deus muy a galon evit caret an douar hac ar bed.

3. An nep a vouar beva en ur simplicite vras, ha cuzet e squiant, a so habil bras.

4. Goulen a reer Miraclou evit aznaout ha Sant a vez un den : mæs guell e cavàn caout an humilite a galon, eguet ressuscita ar re varo.

REFLEXION.

Sant Pacôm a lavare penaus an humilite a galon a oa ur miracl bras. Piou bennâc e veac’h, ne zepand