Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/337

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
330
14 Maë.
Sant Pacoom.


Ar pevarzecvet devez a viz Maë.


SANT PACOOM, ABAD.


————


Ar Sant-mâ, guinidic eus an Thebalid, a ell beza consideret evel ar Fondator eus ar vuez Religius, da lavaret ê, eus ar re pere a vev e commun en ur Gouent, dindan ur Superior.

Pacôm o veza clevet nenaus un Hermit santel hanvet Palemon, a serviche Doue e creiz un deserz, a yeas d’e gaout ha d’e bidi d’e receo evit e zisquibl. An Den santel a respontas dezàn e veule e resolution, mæs penaus er c’honsaille da glasq ur Mæstr-all eus ar Vuez Soliter ; penaus cals eveldàn degoutet eus ar bed a oa en em offret dezi, ha nicun n’en devoa perseveret. Pacôm n’en em rebutas quet, hac er pede bepret startoc’h. An Hermit a replicas erfin : ne ouffac’h quet, va mab, heulia ma fascoun da veva : ne zebràn, nemet bara gant an tamic holenn ; an hanter eus an nos a impligeàn o medita ar Scritur Sacr pe o cana Salmou. Esper em eus, va Zad, eme Pacôm, penaus Doue pehini en deus va digacet davedoc’h, a roï din an nerz d’hoc’h heulia. Palemon, o velet e gouraich, en recevas neuse.

An Disquibl a zeuas souden quer parfet ha quer santel evel e Væstr. E fervor a oa quer bras, ne gave morse netra rust : yuniou, beillou, mortificationou, labour, fatig, pep-tra a seblante dezàn æs ha facil.

O veza digouezet un deiz en un deserz bras, hanvet Tabeen, en em lequeas d’a ober Oræsoun. Epad e Oræsoun e clevas ur vouez pehini a lavare dezàn : Pacôm, chomit amâ. O veza discleriet da Balemon ar pez a oa digouezet gantâ, e teusont o daou da chom er plac-se.

Palemon a varvas souden goude-ze. Sant Pacôm a braticas eno mortificationou dreist-ordinal : biscoas ne guitaas e borpant reun pehini a zisquenne bete e