varnoc’h dre ho faut : ne deus netra guell evit mouga an tan eus ar goter, eguet ar silanç hac ar patiantet : ma oufac’h tevel, e espernoc’h deoc’h hoc’h-unan cals a chagrin hac a boan.
Monica o veza deut Intànves, ne sortie nemet dre necessite. hac evit pratica an œuvrou-mad ; redoubli e reas he fedennou hac he exerciçou devot hac e lequeas he oll studi da zisqui ervad he bugale.
Cousgoude Augustin, ar c’hossa eus a dri c’hrouadur e devoa, a reas dezi er goumançamant cals a boan. Ar Vam santel-mâ, glac’haret o velet ar vuez direglet a gundue en e yaouanctis, ne heane oc’h e guelenn, ha bemdez e scuille ur mor a zaëlou e presanç an Autrou-Doue, oc’h e bidi da ober ur sell a druez ountâ.
Pedennou quer fervant eus ur Vam quer vertuzus, evit conversion he mab, ne allent quet mancout da veza exaucet gant Doue. Obteni a reas er fin ar c’hrac a c’houlenne gant quement a ardor. Ne ouffer quet lavaret peguer bras voe he joa hac he c’honsolation pa velas he mab convertisset ; pehini a gunduas a-neuse ur vuez quer parfet ma teuas goudeze da veza un Escop santel, hac un doctor bras eus an Ilis. Neuse e lavaras e vam eürus, gant santimanchou a aznaoudeguez-vad : ra viot meulet da jamæs, ô Tad a visericord : bremâ n’am eus muy netra da zesirout er bed : bremâ e varvin e peoc’h, va Doue, pa ze pliget gueneoc’h chezlaou peden ho servicheres.
Erfin, oaget etro pemp bloaz hac hanter-cant, ez eas da jouissa en eê eus ar gonsolationou en deus prometet Doue d’ar re a vouêl var an Douar.
Santes Monica dre he daëlou e deus obtenet conversion he mab Augustin. Cals a vugale so hyrio pere o deus quement a ezom d’en em convertissa evel m’en devoa Augustin, mæs neubeut so a dadou hac ar vammou pere a zeu da scuilla daëlou dre ur guir desir eus ar silvidiguez o bugale ; gouela a reont alies evit guir var direglamanchou o bugale ; mæs ha dre ra-