antes Monica, guinidic eus an Affriq, o veza desquet
abred gant he Mam Oræsoun caër, na squize
tam oc’h o lavaret. Pellaat a ree dious quement a
alle e distrei dious Doue ; hac he brassa pligeadur
oa en em antreteni gantâ dre an Oræsoun.
Goude beza bet un exempl eus a bep seurt vertuziou evit ar merc’het yaouanc, e voe dimezet da ur Bourc’his galvet Patris ; en ur antren er stad-se, e studias da guenta da aznaout speret hac humori he fried ; hac, evel ma oa un den colerus ha dibauchet ; en em applicas da zouçaat e speret, ha d’en distrei dious an dibauch, dre he douçder hac be fatientet. Peguer pront ha peguen amportet bennâc ma voa-èn, ne resiste james ountâ, na ne lavare quet dezàn an distera tra queit a ma vize drouc ennàn : mæs pa vize tremenet e goler, e lavare dezâ dre ræsoun ha dre gaër ar pez a elle e renta pæsiploc’h ; ouspen-ze, e c’houlenne bemdez digant Doue dre bedennou. fervant e gonversion ; hac e obteni a eureu.
Ar vertuziou a admire Patriç en e bried santel, en touichas erfin ; cench a eureu evel un-all eo e blaç, dont a eureu douç, humbl, leun a zougeanç Doue, en hevelep-fæçoun ma vevas a-neuse bete fin e vuez evel ur guir gristen.
Ar Vreg santel-mâ ne sortie nemeur eus he zy, receo a ree cousgoude gant civilite ar re a zeue d’e guelet ; er gonversation e comse bepret eus a draon edifiant, ha rei a ree avisou mad da vreur a hini. Un devez, o clevet ur vreg yaouanc oc’h en em glem eus ar goal dretamant a receve digant he fried, goude beza e c’honsolet guella ma elle, e lavaras dezi : liquit evez, va c’hoar guæz, na dennac’h quemense