eur e carimp-ni Doue eguis en deus-èn caret ar
Sant-mâ guinidic a Veroon, pehini en deus gallet lavaret
evel un abostol Sant Pêr : Aznaout a rit, o va
Salver, penaus ho caràn ; rac e guirionez e garet en
deus e pep oad hac e peb stad eus e vuez.
E dad a oa heretiq, mæs dre c’hraç Doue ar c’hrouadur-mâ a gouezas etre daouarn ur mæstr santel pehini en instruas ervad. Ur Yontr dezàn o veza e gaet o tont eus ar scôl, en amser n’en devoa nemet seiz vloaz, a c’houlennas digantâ petra en devoa desquet. Ah ! emezân, desquet am eus ar Misteriou eus ar Feiz, pere a gredin betec ar maro.
O veza bet casset da Bouloign evit continui e studi, peguen, direglet bennac e oa an dud yaouanc eus ar Guær-ze, e conservas e innocanç dre ar beden, dre ar vortification ha dre an tec’h dious an occasionou.
O consideri an dangerou a gave er bed, en em rentas Religius eus a Urz Saut Dorniniq. Ebars ar stad-ze e cunduas ur vuez quer santel ma oa consideret evel un exempl a berfection. Ar brud anezàn a oa dijà eet dre an oll Itali pa bermetas, Doue e erruas gantâ un humiliation vras ha sansibl meurbet. Unan eus ar gouent a zispredas ur faut bras vannezàn hac a avertissas ar superior, pehini a reas e c’hervel hac en interrogeas var ar poent-ze. Ar Sant a gontribuas muy eguet den d’e gondaounatin ; rac, elec’h en em justifia, ne reas nemet lavaret e oa pec’her, hac e c’houlenne pinigen evit e bec’hejou. Neuse e oue casset da ur gouent-all a bell, ma tretet gant ur dismegeanç vras. Eno e tremene an darn-vuia eus e