douar. Evelse eo e varvas ar Merzer santel-mâ er bloaz 171.
An den maleürus pehini en devoa incitet ha poulset ar Barner da dourmanti ar sant, a voe souden goudese possedet gant an drour-speret, ha tourmantet gant quement a arraich, ne heane o crial nos-deiz : Va zourmanti a rês, Vital, ma lisqui a rês ; ha da benn seiz devez, evel ne alle muy anduri ar vroes en devore ez eas d’en em deul en ur stær e pelec’h en em veuzas.
Peguer mad ê rei un avis pe ur gusul vad d’ar re o deus ezom : un Act eo a garantez pehini a so agreabl bras da Zoue, hac a vilid tir recompanc caër, evel a valid e vuez Sant Vital pehini, dre ar guzul vad a roas da Ursicin, a vilitas e-unan ar Gurunen a Verzerinti.
Eil Reflexion. Lequeomp evez ne aliemp den da ober drouc ebet, rac coupabl e vemp eus ar memes pec’het a rae, hac e vemp responsabl eus an oll dommaich a arrufe. Doue ne vanq quet da bunissa abred pe diveat an nep a ro goall aly, evel ma remerquer er bunition terrubl eus an den maleürus-ze pehini a alyas ar Barner da dourmanti Sant Vital.
Trede Reflexion. Peguer profitabl eo heul un avis pe un aly mad ! Ursicin en deus bet an eur da veza ur Sant hac ur Merzer, evit beza heuliet an avis a roas dezâ Sant Vital. Heuliet bepret an avisiou mad a vezo roet deoc’h : en em gaout a reot bepret guell a guemense, elec’h ma ho pe queuz goudeze ma vancac’h d’o heulia. Quemerit cusul digant un den fur ha prudant en hoc’h afferiou important, temporel ha spirituel ; dre ar voyen-se e vezo ho coustianç e peoc’h hac a vefot countan.