e oue caet ar grignom leunoc’h evit ma oa abars m’e devoe græt an alusen. Ur veich-all un den paour ha clàn, o veza deut da c’houlen digant-y ur banne guin en un amser ne devoa quet da rei, e voa qeuz bras gant-y ; mæs, evel ma edo neuse o tenna dour eus ar punç, ha ma en em gavas dre bermission Doue an dour a dennas, cenchet e guin, e cavas ar voyen da soulagi an den paour-ze, nac ar punç-se a hanver c’hoas bremâ punç Santes Zita.
Petra bennâc na goll morse ar guêl a Zoue e creiz he oll labourou, ha ma eller lavaret ez oa he buez un oræsoun continuel, cousgoude goude beza labouret epad an deiz, e tremene alies un amser vras eus an nos e contemplation ; hac ar servicherien-all o deus rentet testeni da veza guelet meur a veich ur sclærigen gaër en he c’hampr.
Unan eus he devotionou a oa pidi Doue bemdez da scuilla e venediction var labour ar re a laboure evit silvidiguez an eneou. Beza en devoe ive un truez bras ous ar griminalet condaunet d’ar maro : doubli a ree he fedennou evit obteni dezo ar c’hraç da anduri o suppliç gant ur speret a binigen ha da gaout ur maro mad.
Erfin e couezas clàn. Den na grede e tleze mervel ; mæs ar Santes, guel instruet eus he heur diveza, a c’houlennas hac a recevas he Sacramanchou gant un devotion pehini a douichas an oll ; hac en ur ober Actou a Garantez, pere a oa quer familier dezi epad he buez, e rentas he Ene da Zoue ar bempet devez eus he c’hlènvet, e bloaz 1272 oaget a dri-uguent vloaz.
Ne deus condition quer paour na quen dister er bed, na eller enni, gant ar sicour eus ar C’hraç, beza ur Sant pe ur Santes vras. Peguer consolant eo ar virionez-mâ !
Mæs ive pebes queuz sioaz ! pebes confusion evit tud puissant ha pinvidic var an douar pa velint marteze eus an Ifern ar plaç caër hac ar renq huel a zalc’ho ebars an Eê ar re distera eus o servicherien.