Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/301

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
294
27 Ebreul.
Santes Zita.

gueich evit ur plac’h orgouillus ; quemeret a reas câs out-y, ha ne gave mad netra a guement a ree ; ar servicherien-all eus an ty a lavare ive goassa ma ellent anezi. Ar plac’h santel na zigoras morse he guenou evit en em glem, hac a ree bepret he servich gant ar memes peoc’h ha gant ar memes laouender. He Mæstres a aznaveas erfin an tènzor e devoa en he zy, ha pep-unan a zeuas da aznaout e vertuz ha da gaout un istim vras evit-y. Ar cenchamant-se a reas poan dezi, dre ma prefere ar souffrançou hac an humiliationou d’an oll istim ha d’an oll meuleudiou eus an dud.

He Mæstr hac he Mæstres o devoe a-neuse quement a fizianç enny ma rezont dezi an emmel eus a beptra. Muy a sourcy e devoa eus an traou eguet pa vizent bet dezi e-unan ; consideri a ree quement a oa elre he daouarn hac en he c’harg evel un dra a behini e tlie renta cont da Zoue. Epad taust da hanter-cant vloaz ma chommas en ty-ze, biscoas ne voe guelet dilabour ; ha custum e devoa lavaret penaus ar vertuziou principal eus ur servicheres cristen eo dougeanç Doue, ar fidelite, an humilite ha caret al labour.

Quen dilicat e voa var ar burete ha selle morse ous un den en e faç en e labourou poaniussa ne glasque jamæs he æzamant, na ne daule morse he dillat gant aoun na vize quet guisquet en ur fæçoun modest avoualc’h. Ur mevel o veza bet an insolanç da lavaret desi ur goms dishonest ha lubric, e quemeras quement a euz ma oa prest da sortial eus an ty, pane-vet ma voe chasseet var an heur all libertin-ze.

Ne devoa nemet un habit simpl, abalamour ma roe tout d’ar beaurien, hac alies e tivoere he boed evit e rei dezo ; ne roe jamæs cousgoude netra heb permission. He Mæstr o velet e cresque e vadou etre he daouarn, a bermetas dezi rei an alusen gant larguentez : e ober a eureu gant prudanç, mæs ivez gant liberalite ; ha Doue a amprouas he charite dre meur a Viracl. En un amser a guernez, goude m’e devoa roet an darn-vuya eus an yd a oa e grignol he Mæstr,