vuez ne voe nemet ur c’hlènvet anquennius, pehini ne reas nemet ober remerqui sclaeroc’h he chouraich hac he fervor. Evit guir an Autrou Doue a gargue he ene eus ar c’honsolationou celestiel-ze pere na eller quet isplica, ha ne dint aznavezet nemet gant an eneou o deus o zanveet.
Habitantet Môn-Pulcien o veza bzt informet eus ar mad a ree Aignes e Porceno, e fedas da zont da founta ur Goucnt nevez en o C’hær. Ar Santes, evit proculi gloar Doue dre un euvr quer mad, en em separas dious he Leaneset gant pere e voa caret hac a gare ivez e-unan meurbet. Ar Gouent a voe savet e ber amser, ha quer buan e voe carguet a Verc’heset vertuzus, da bere e roas reglen Sant Dominiq. He exempl a lacaas heb dale er Gommunaute-ze ur regularite edifiant hac ur fervor admirabl.
Doue a roas ive d’ar Santes-mâ an donesoun a viraclou. Unan eus he Leaneset, o veza en danger da goll ar guelet gant un difluxion var he daoulagat, Aignes en em lequeas en Oræsoun evit-y, ha quer buan al Leanes-se en em gavas pare. Mæs lavaret a eller penaus ar Santes a voa e-unan ur miracl brassoc’h-c’hoas, rac petra bennâc ma voa-hi affliget gaut clènvejou anquennius, ne heane da gaout ar memes douçder hac ar memes peoc’h evel pa e devise jouisset eus ur yec’het parfet ; mæs en em gaout a ree en despet d’he infirmiteou ar guenta en oll exerciçou eus ar gommunaute ; ha sourcius a voa da bep-tra, gant un aer countant ha joaüs bras.
Erfin, uset gant he austeriteou hac he c’hlènvejou hir, e rentas gant joa he Ene pur d’he C’hrouer, er bloas 1317, d’an oad a dri bloaz ha daou uguent.
An devotion evit ar Santes-mâ e deus græt sevel cals a Ilisou en he enor. Bete en Indes hac en Ameriq e caver Couènchou hac Ilisou pere a zoug he hano.
Ma ve an oll vugale quelennet mad abred, cals anezo a ve fur ha parfet en o yaouanctis. Ar Sanfes-mâ d’an oad a c’huezec vloas a oa quer vertuzus ha