Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/285

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
278
19 Ebreul.
Santes Opportuna.

Eê, ha ravisset e vige he speret, pa gontemple ar gloar hac an eürusdet en deus prometet Doue d’ar re e c’har hac e servich. Peguen dister ha peguen disprisabl e caver ar madou ha pligeadurezou an douar, pa gontempler pligeadurezou pur ha madou eternel an Eê !

Savomp alies hor sell varzu an Eê, songeomp alies er Barados. Mar hoc’h eus poan o pratica ar vertuz, considerit ar recompans caër a so preparet evidoc’h ebars an Eê. En ho poaniou, en hoc’h afflictionou, songit er Barados, hac e santot ur gouraich nevez ha cals a gonsolation. Ar recompans a esperot, a raï ne santot casi quet ho poan, hac ober a raï deoc’h memes e c’haout douç hac agreabl.



An uguentvet devez a viz Ebreul.


SANTES AIGNES,
EUS A URZ SANT DOMINIQ.


————


Ar Santes-mâ, guinidic a Doscaan, a oa a vianic devot ec’his un Æl, hac a bede Doue gant ur fervor pehini a ravisse peb-unan. D’an oad a nao bloas e disclerias d’he zad ha d’he mam an desir bras e devoa d’en em rentas Leanes ; hac o fidi a eureu quer stard ha gant quement a zaelou d’e lacaat er Gouent na elzont quet reüs dezi he goulen.

Cundui a reas eno ur vuez quer santel ha quen exemplus, ma voe, souden goude beza graet Profession ha d’an oad a c’huezec vloaz, lequeet da Superiores en ur gouent nevez-etablisset e Porceno. Aignes na gonsideras ar carg-ze nemet evel un obligation evit-y da rei d’he c’hoareset brassoc’h exemplou a humilite, hac a vortificationou, Pratica a eureu en effet mortificationou quer bras ma collas he yec’het, en hevelep fæçoun ma eller lavaret penaus ar rest eus he