da instrui ar bobl ba da brezeg evel ur guir Abostol. Ne oufer quet lavaret peguement en devoe da souffr er goumançamant gant ar bobl-se, pehini a voa barbar hac obstinet ; mæs dre e batiantet e tenas a ben anezo ; hac ar gonsolation douç, pehini en devoe erfin da veza gounezet un nombr infinit anezo da Zoue en dic’haouas eus an oll poaniou en devoa anduret.
An Arc’hescop eus ar Guær a Goloign en devoa c’hoant bras dre rei evit Escop d’ar bobl-se evit conversion pehini en devoa. labouret gant quement a fatig. Ar Sant en em zifennas muya ma ellas, mæs ret e voe dezàn erfin oboissa d’ar choas en devoa græt anezan an Arc’hescop ha d’an urz an Ampalaer Charlemaign, pehini a falle ive deza e vize o Escop.
An dinite-ze na servichas nemet da rei un eclat nevez d’e vertuz. Beza e oa Pastor, ha beza e oa Tad d’e bobl. E vadou a voa evit ar beaurien, hac e daul a oa o hini.
Ur vuez quer parfet ha quer santel ne viras quet na voe cavet tud avius ha malicius pere en accusas dirag an Ampalaer Charle-Maign. An Ampalaer mâ, pehini a oa ur Prinç a zougeanç Doue, soueset o clevet quemense, a gassas d’e avertissa d’en em renta rac-tal en e Bales. An Escop santel, pehini en devoa coumancet da lavaret e Offiç, a respontas heb quen e parlante ous ur Prinç, brassoc’h evit an Ampalaer, hac a gontinuas e beden. Goude-ze ez eas da gaout an Ampalaer, pehini a c’houlennas digantâ perac en devoa daleet queit-se. Credet em eus, ma Frinç, eme ar Sant, beza oboisset quemense e d’ho Majeste. Ha penaus eme an Ampalaer ? Emeden, emezâ, o lavaret va Breviet, hac ho pedan da gaout sonch penaus, pa zeuzoc’h d’am choas evit Escop, ho poa recoumandet din preferi bepret servich Doue ha hini an dud. An Ampalaer a gavas ar respont-se quer mad ha quen agreabl, ne barlantas quet memes dezàn eus ar c’hlemou a oa græt en e enep, hac en exhorti a eureu da gaout bepret ar memes ador evit servich Doue hac ar memes sourci eus e bopl.
Labourat a eureu en effet bete ar maro evit gloar