An Autrou Doue so gueneoc’h. Goulennomp ma vezo ive Doue gueneomp, ma vezo ive en hor c’halon.
C’hui a so benniguet dreist an oll Gragues. Dre ar privileich caër hoc’h eus bet da veza assambles Mam ha Guerc’hes.
Jesus ar Frouez eus ho cof a so biniguet. En em rejouissomp assambles gant-y, hac e zrugarecaomp da veza douguet ha roet deomp ar guir Frouez a vuez, pehini eo Jesus-Christ hor Salver hac hon Redemptor.
Santes Mari, Mam da Zoue. Ha Mam deomp-oll.
Pedit evidomp Pec’herien. Bezit Alvocades evidomp dirag ho Mab biniguet.
Bremâ. Pa zoump attaquet gant quement a demptationou hac exposet da quen-alies a zanger.
Hac en heur ar maro. En heur diveza-z’ pehihi a zecido eus hon eternite, hac e pehini hon bezo ar brassa ezom eus ho sicour.
ant Ludger a voa guinidic eus a Friz. E guerent,
o remercout ennâ un inclination vras d’ar vertuz,
ha dispositionou caër evir ar squianchou, er c’hassas
da Utrecq d’an oad a bevarzec vloaz, evit beza instruet
gant ur Missioner santel, pehini a oa bet Disquibl
Sant Bonifaç merzer. Ludger, gant dispositionou
quen eürus ha dindan ur Mæstr quen excellant, a
zeuas souden da veza unan eus ar re habila ha vertuzussa
eus e amser.
An Escop Alberic, pehini a aznaye e vilit dreist-ordinal, en alyas d’en em renta Bælec ha da zistrei d’e vro, e pelec’h e voa un nombr bras a Infidelet, ha cals a Gristenien pere a veve en un ignoranç vras eus ar pez a apparchant ous ar silvidiguez. Ar Sant na zaleas quet da zistrei d’e garter, hac en em lacaas