Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/220

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 Meurs.
213
Santes Catell a Sueed.

duet ur vuez angeliq er stad a briedelez. Ma n’oc’h eus quet avoalc’h a vertuz evit imita un exempl quer parfet, ra servicho da viana an exempl-mâ evit o touguen da viret ar burete necesser er stad e pehini e vevit.



An trede-var-nuguent a viz Meurs.


SANT VICTORIEN, MERZER.


————


Ar Sant-mâ, guinidic eus an Afriq, a oa Gouarner eus a Gartage, hac en em acquite gant cals a fidelite eus e Garg, en amser ma coumanças Huneric, Roue ar Vandalet, Heretiq obstinet ha Tirant cruel, da bersecuti ar Gristenien fidel. Ar Roue impi-ze, goude beza lequeet d’ar maro un nombr bras anezo, hac exilet ouspen tri c’hant Escop ha taust da bemp mil den a Ilis, a songeas e teuzze a-benn da ober da Victorien cench Religion, ispicial goude an Arret rigolius en devoa roet a-enep ar Gristenien caitholiq. Scriva a eureu dezàn ul lizer gracius, dre behini e verque penaus n’en devoa douet ebet ne oa informet eus ar pez a oa comprenet en e Edit, ha penaus en devoa c’hoas neubeutoc’h a zouet eus e soumission barfet de Ordrenançou ; penaus en ur guer mar carre cench Religion, heb resistanç, e alle esperout receo digantâ peb seurt faveriou. Victorien, penini a zeporte da bep heur e arruzze gantàn un dra bennâc hènvel ous quemense, a respontas d’ar Roue, dre ar memes expres, penaus en trugarequee euS ar mercou a vadelez a bere e felle dezàn e enori, ha penaus en assure ne gafse nicun etouez e sugidi fideloc’h nac oboissantoc’h evintâ, pa vize quistion eus e servich ; mæs penaus evit ar Religion er c’hrede re just evit goulen ma vancse a fidelite da Zoue, ha ma rase netra a-enep e goustianc ; penaus ez oa mæstr da denna digantan e garg hac e vadou, da ober e zevi e beo, pe e dourmanti evel ma blicheze gantâ ; mæs penaus na rase biquen dezâ counsanti d’ar pez a verque dezâ en e liser ; ha