Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/221

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
214
23 Meurs.
Sant Victorien.

penaus erfin, nac an oll madou, a elle da esperout er bed, nac ar c’hruela tourmanchou ne rasent biquen dezâ renonç d’ar Feiz.

Ur respont quen hardis ha quen din eus ur c’hristen parfet a laqueas Huneric e fulor, pehini var an heur a roas urz da arreti Victorien, ha da ober dezàn souffr an horrupla tourmanchou. An urz barbar-ze a oue executet gant e oll rigol, Ar Sant a oue tourmantet var ar chevalet, arrouset e oue gant eol bero, dispennet oue e gorf gant ur gribin houarn. Anduri a reas tout gant ur gouraich, gant ur peoc’h ha gant ur joa pehini a ree d’an tyrant en em zisesperi, ha pehini a excitas er memes amser couraich ar gristenien fidel. Erfin, goude beza rentet squis e vourrevien, e c’hounezas ar Gurunen a Verzerinti, er bloaz 484.

REFLEXION.

Ar Sant-mâ a oa fidel d’ar Roue, mæs fideloc’h ez-oa c’hoas da Zoue. Respont a reas d’e Brinç penaus an oll madou a elle da esperout er bed, nac an tourmanchou cruela ne vizent biquen capabl da ober dezâ renonç d’ar feiz na displigeout e fæcoun ebet da Zoue, hac en effet coll a reas e garg enorabl hac e vuez memes, quent evit mancout d’ar fidelite a dlie da Jesus-Christ. Peguer bras, peguer parfet oa e garantez ! Dre hon euvrou eo e tleomp disquez ha ni hon eus ur guir garantez evit Doue. Petra reomp-ni evit Doue ? Petra anduromp-ni evit Doue ? Ma ne fell deomp souffr netra evintàn, ha ni a ell gant guirionez lavaret er c’harremp ! Ha ma n’er c’haromp quet pebes maler evidomp !

Ne deus netra justoc’h, netra profitaploc’h, netra douçoc’h eguet caret Doue. Beza ez ê ar guenet hac ar vadelez memes, dre behini pep tra a so caër ha mad. Mar caràn quement an traou caër, peguement na dleàn-me quet caret ar guenet memes ? Doue eo en deus roet din ar vuez hac en deus furmet ma c’halon : ne medon var an douar nemet evit e garet. Ma n’er c’haràn quet eta e vilitàn ar maro.

Da biou e oboissin-me ma na oboissàn da Zoue ?