Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/212

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 Meurs.
205
Sant Joseph.

quez scler penaus Jesus-Christ ne reüs netra d’an hini en deus bepret e garet evel e Dad.

Santes Theresa, pehini e devoa un devotion special evit-àn, e deus leset dre scrid guer-evit-guer ar c’homsou-mâ varlerc’h : quemeret a ris, emezy, evit Patron hac evit intercessour ar Glorius Sant Joseph ; en em recoumandi a ris dezàn, hac em eus aznavezet a c’houdevez penaus ar Sant bras-mâ en deus roet din e meur a occasion, e pere e voa quistion memes eus va enor hac eus va silvidiguez, ur sicour brassoc’h ha prountoc’h evit n’am bize credet goulen digantàn. N’em eus quet sonch em be bete vremâ goulennet graç ebet digantâ, n’am be recevet ; ha ne allan quet songeal, heb beza soueset, er graçou en deus græt Doue din dre e intercession. Re-all pere am eus alyet d’en em recoumandi dezâ, o deus en emprouet eveldon ; hac aznaout a ràn bemdez muy-oc’h-muy ar virionez eus ar pez a vercàn amâ. Pidi a ràn eta en han-Doue ar re n’em c’hredent quet d’e emproui o unan, hac e aznavezint dre experianç peguer profitabl ê derc’hel un devoiton particulier d’ar Patriach santel-mâ.

REFLEXION.

Sant Joseph a so bet caret hac enoret gant Jesus-Christ ; receo a ra en Eê cals a enor digant an Ælez ha digant ar Sænt ; pebes enor na dleomp-ni quet renta dezàn var an douar ? Pebes fizianç ha ellomp-ni quet caout en e brotection ? Concevomp santimanchou bras hac huel evit-ar Sant incomparabl-mâ : en em rejouissomp gantàn evit ar gloar en deus bet da ser vichout da Dad da Jesus-Christ var an douar : en em adressomp dezâ en hon necessiteou ; obteni a raï evidomp quement a c’houlenno en hor faver, rac Jesus-C’hrist hac èn na ell reüsi netra en Eê d’an hini da hehini, eo deus oboisset var an douar ?

Mar fell d’eomp caout ur maro mad ha mervel etre divrec’h Jesus ha Mary, evel ma varvas Sant Joseph, bezomp devot dezàn. Santes Theresa hon assur e deus recevet quement tra e deus goulennet dre milidou ar Sant bras-mâ : goulennomp digan-