Mab-uniq d’an Tad eternel, ar Messias desiret ha gorloet abaoue queit amser : rei a reot dezâ an Hano a Jesus, evit rei da aznaout dar bobl ez eo an hini a dle o frena hac o savetei.
Ar Sant-mâ en devoe an eur da velet e Salver adorabl ganet e Bethleem, ha da velet ar Bastoret hac an, tri Roue ens an Oriant o tont d’en em brosterni dirag ar C’hrouadur divin evit e adori.
Neubeut amser goude ur gonsolation quer caër, Doue en affligeas hac en emprouas, dre an tribulation, evel an aour er fournes. Un Æl en avertissas eus an intantion impy en devoa Herodes da ober mervel ar C’hrouadur divin, hac a ordrenas dezàn quemeret ar C’hrouadur hac en em savetei gant e Vam en Egypt. E resignation barfet d’an urz eus ar Brovidanç na bermetas quet deza dale ur moument : leun a feiz hac a fizianç e Doue, e partias var an heur evit an Egypt, hac e chommas eno quen a ordrenas dezàn an Æl, goude maro Herodes, distrei d’e vro. Neuse en em dennas d’e Guær a Nazaret gant ar Verc’hes santel hac ar C’hrouadur divin. Eno e veve, heb beza aznavezet, ar Famill santel-mâ, an enorapla hac ar respetapla a voe biscoas hac a ouffe beza biquen.
Sant Joseph na vanque quet d’en em renta bep bloaz gant ar Verc’hes Vari e Jerusalem evit celebri Goueliou Pasq. Jesus d’an oad a zaouzec vloaz a yeas ive gant-o evit celebri ar Gouel, hac ar Sant bras-mâ en devoe eno ar gonsolation d’e velet o tisput ous an Doctoret ebars an Templ.
An Aviel ne lavar quen deomp goudese eus a Sant Joseph, nemet penaus, o veza distroet da Nazaret, Jesus a aboisse dezan evel d’e Dad. Mæs petra ouffer lavaret caëroc’h ha gloriussoc’h evintâ hac a raë deomp aznaout guell e vilit hac e santelez dreist-ordinal, eguel lavaret eu deus Jesus-C’hrist oboisset dezàn hac en deus e garet hac enoret evel e Dad ?
Ar Miraclou bras eu deus graet an Autrou Doue dre intercession ar Sant incomparabl-mâ, hac ar graçou special a receo ar re a zeui d’e bidi, a zis-