Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/201

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
194
14 Meurs.
Santes Baltild.


Rei a reas ive un exempl bras a batiantet hac a resignation da volontez Doue, en he c’hlènvet diveza, epad pehini e souffras ec’his ur Verzeres, heb biscoas en em glem, mæs en ur lavaret hebquen : me ho trugarecâ, va Salver, dre ma rit anduri ho crouadures dister hac indign.

He vertuz particulier eo bet an humilite o servicha ar re-al. Goulennit digant Doue ar vertuz-ze ; hac, evit e desirout gant muy a ardor, songit er c’homsou-mâ prononcet gant Jesus-Christ : An hini ac’hanoc’h a so ar brassa, a dle bezâ servicher d’ar re-all.

REFLEXION.

Ar stad pehini a seblant deomp ar santela, ne d’ê quet atau an hini e pehini e fell da Zoue hor c’haout.

Ma vize chomet Batild heb dimizi, n’e divise quet græt en he buez quement a vad evel e deus græt, ha martese memes ne devise quet en em sanctifiet he-unan. Ret eo en em gonsulti hac en em emproui e-unan, ha, consulti muyoc’h c’hoas an Autrou-Doue abars ober ur choas quen important evel ma ze ar choas eus ur stad a vuez.

Santes Batild a brefere ar chastete d’an oll Rouanteleziou eus ar bed, ha ne roas he c’honsantamant evit dimizi, nemet goude ma voa deut da aznaout e voa galvet gant Doue d’ar stad-se. Ho pet un istim vras evit ar burete ; bezit en disposition a galon da viret dreist pep-tra ar vertuz angeliq-mâ, ha n’en em angagit quet er stad a briedelez, nemet goude beza goulennet meur a veich ar sclerigen eus an Eê, dre bedennou fervant : gant an dispositionou santel-ze e tennot varnoc’h ar graçou hac ar venedictionou eus an Eê, pere a so quen necesser evit gallout beva countant er stad-se, hac evit ober e silvidiguez ennàn.


————