o velet he modesti, e c’hemeras, heb e aznaout, e qualite a Zemezel a gambr evit e Vreg. Archambo a zeuas souden da aznaout ar vertuz hac ar milid bras eus a Batild, ha da gaout quement a istim evit-hi, ma c’hoanteas e eureugi goude ar maro eus e bried.
Mæs ar Santes, pehini a gare meurbet ar chastete ha ne devoa quen volontez nemet hini Doue, abars quemeret he resolution en un affer quen important e devoe recours d’ar Beden ha d’an Oræsoun evit goulen sclerigen eus an Eê. Doue, pehini e reserve evit un alianç caëroc’h, e inspiras da derc’hel ha d’en em guzet. Heulia a reas prount an inspiration, hac e chomas cuzet quen na zemzas Archambo da un all.
Ar Roue Clovis, eil eus an hano-ze, o veza clevet coms eus a vilit ar Brinces Batild, e goulennas ive evit pried. Ar Santes e devoe recours adarre d’ar memes moyennou : ne heane o c’houlen digant Doue dre bedennou fervant ar c’hraç da aznaont e volontez. Goude beza aznavezet erfin an dessin a Zoue varnezi, hac adoret ar gundu particulier ens e Brovidanc en he andret, e roas he c’honsantamant evit an dimizi-mâ.
O veza Rouanes e continuas da servicha Doue gant ar memes fervor, hac e praticas ouspen-ze an euvrou a garantez, en ur sicour e pep fæçoun an Intànveset hac an dud paour ; lacât a ree he gloar d’en em emellout eus o afferiou, evit ober renta dezo jusfiç vad ha prount. Cals a sourci a guemeras ive evit ober sevel meur a Gouent. An oll ambaras-se na drouble morse ar peoc’h eus he Ene, na ne vire quet n’e devoa un amser reglet bep deiz evit, ober Meditation, da lavaret ê, Oræsoun mental pe Oræsoun a galon.
Ar Roue a veza deut da vervel, ar Rouanes santel en em retiras e Couent Chêl, taust da Baris ; e pelec’h en em reas Leanes. He brassa pligeadur oa servicha al Leaneset ; hac evel ma tisquesent bezâ soueset dre ma teue ur Brinces quer bras d’en em iselaat bete ar poent-se, e lavaras dezo : pa songeàn penaus en deus Jesus-Christ servichet e Ebestel ha guelc’het dezo o zreit, ne ouzon quet pelech en em lacât evit en em humilia avoalc’h.