n Tirant Licinius o veza en em lequeet da bersecuti
ar Gristenien er bloaz 319, a ordrenas d’e oll
sugidi adori an Doueou faus. An urz o veza bet publiet
er Guær a Sebast, daou-uguent soudard yaouanc
ha couraichus, pere a oa eno e goarnison, a
zisclerias e voant Cristenien, ha penaus ne oa tourmant
ebet capabl da ober dezo renonç d’ar Feiz.
Ordrenet e voe var an heur o disarmi hac o lacât
er prisoun, carguet a chadennou. Seiz devez goude
e voe roet urz d’o lacât epad an nos var ul lenn
pehini a oa sclacet gant nerz ar goàn.
Pa glefsont o setanç, e teuzont d’en em gouraichi an eil eguile. Pet gueich, emezo, hon eus-ni dispriget ar maro e creiz ar gombat ? E pet rancontr rihan eus-ni quet exposet hor buez evit hor Prinç ? Pebes gloar, pebes eur-vad evidomp souffr ha mervel evit an hini en deus roet e Goad hac e Buez evit hor prena ! Neuse, en ur sevel o daouarn hac o daoulagat etresec an Eê, e leversont : daou-uguent oump antreet el Liç, accordit deomp ive, Salver, daou-uguent Curunen.
N’o devoa quet aichuet mad o feden, na voent casset d’ar plaç eus o zourmant, e-hars pehini an Tirant en devoa græt prepari dour clouar evit ar re anezo a zeuzie da renonç d’ar Feiz.
Unan eus ar soudardet pere a voa lequeet d’o divoal a oue soueset bras o velet etro hanter-nos ur sclerigen gaër var al Lenn. Sevel a reas e zaoulagat evit guelet a belec’h e tue ar selerigen-ze, hac e remercas ur vanden Ælet en nombr a nao ha tregont, pere a zalc’he peb hini ar Gurunen. Compren a reas souden e voa ar guir Doue eus an Eê hac an douar a zigaec ar sperejou celestiel-ze evit curini ar gou-