Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/189

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
182
9 Meurs.
Santes Francesa.


Ar Santes a zougas bepret a-neuse dindan he dillat-all ur saë reun, pehini a gonserver c’hoas er Gouent a reas sevel dre un inspiration a Zoue, evit receo ar merc’het hac an intànveset pere o devize c’hoant da guitaat ar bed evit servicha Doue hebquen. O hènvel a rêr Oblat, abalamour elec’h ober profession, evel al Leaneset-all, ne reont nemet un Oblation, da lavaret eo, un offranç anezo o-unan da Zoue. En institut-mâ e veler un nombr bras a verc’het o veva en ur garantez parfet hac en un devotion ar fervanta.

Goude maro he fried e c’houlennas gant humilite beza recevet e qualite a Seures er gouent e devoa græt sevel. Goude beza quemeret an Habit, e serviche he C’hoareset gant un humilite admirabl, hac e tougue memes dre Guær var he fenn ar bourvisionou necesser evit an ty. Na dleer quet beza soueset ma reas Doue da un Ene quen humbl faveriou dreist-ordinal. Meur a veich e vise extasiet epad he Oræsoun, ha beza e devoa an eur da velet alies he Æl mad e furm ur c’haouadur yaouanc, guisquet e guenn, gant ur guenet ravissant.

Erfin, goude ur vuez quer caër, e varvas er bloaz 1440, oaget a c’huec’h vloaz hac hanter-cant.

REFLEXION.

Santes Francesa e deus bevet daou-uguent vloaz gant he fried, heb division na facheri ebet etrezo, dre ne devoa quen bolontez nemet hini e fried.

Ur vreg evit conservi ar peoc’h en he zieguez hac en he Ene, a dle assanti gant he fried, oboissa dezàn, quitaat peb-tra evit ober e volontez, en ur guer na dle caout quen volontez nemet hini he fried.

Eil Reflexion. Ar Santes-mâ e deus bet an eur da velet alies en he c’hichen he Æl mad, en amser memes ma oa dimezet. Militout a reas ar c’hraç hac ar faver special-se dre ar burete vras eus he ene hac eus he C’halon distag ha diangaich antieramant dious pep pligeadur memes permetet.