ant Mathias a oa unan eus a fervanta disquibien
hor Salver, hac en heulias epad an amser ma prezegas
var an douar. Evel ma ze merquet er Scritur Sacr ar
fæçoun admirabl dre behini e voe choaset evit Abostol,
e raportimp ar circonstançou principala.
An Ebestel hac an Disquibien o veza en em assamblet er Cenacl evit en em zisposi da receo ar Speret-Santel, hervez an urz en devoa roet dezo Jesus-Christ, pa bignas en Eê, Sant Pêr, Viquæl da Jesus-Christ, ar Penn visibl eus an Ilis, ar Prinç an Ebestel, a savas e creiz an oll, en ur lavaret : va breudeur, chetu amâ an amser da choas un Abostol e plaç an trailour Judas, pehini a so bet quer maleürus ma en deus guerzet e Væstr hac hon hini. Gouzout a rit penaus e voa Abostol evel-domp, penaus e voa galvet evel-domp gant Jesus-Christ evit preseg e Aviel, ha penaus cousgoude ez ê maro en ur fæçoun estranch ha maleürus. Ret eo eta bremâ ober ar choas eus a unan bennâc capabl ha din eus a ur garg quer bras, pehini a allo renta gueneomp un testeni assur eus a Resurrection Salver ar bed : hac evit-se ret eo c’hoas unan pehini en deus e accompaignet en amser ma edo var an douar, en deus clevet e Instructionou ha guelet e Viraclou.
Goude beza goulennet ar sclerigen eus an Eê, e quemerzont an daou remercapla dre ho vertuziou excellant, Joseph Barabas hanvet ar Just, ha Mathias, hac, o veza en em lequeet oll assambles en Oræsoun, e leverzont : Salver adorabl, c’hui pehini a aznaf calonou an oll, pligit gueneoc’h rei deomp da aznaout pehini eus an daou-mâ hoc’h eus choaset hac a dleomp ive da choas. Neuse e resont dezo o daou tenna d’ar sort, ha, dre bermission Doue, e couezas var Mathias, pehini a voe recevet evit an daouzecvet Abostol.