Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 Fevrer.
135
Sant Laumer.

zench buez. Pa voent convertisset, e teuzont da bublia ar Santelez eus a Laumer. Quemense a reas da gals a dud dont d’e gaout evit beva eveldàn hac e guemeret evit o Superior hac o Mæstr er Vuez spirituel.

Rei a eureu dezo ur Reglen caër a vuez, ha beza en devoe souden ar gonsolation da velet ur fervor vras etouez e Religiuset. O lacaat a re da ober quement a blige gant-àn, dre na goumande netra dezo na er gree e-unau ar c’henta. An Escop eus a Chartres en e glènvet diveza a c’hoanteas en era gonsoli gantâ, hac a gassas d’e bidi da zont d’e velet. Ar Sant en em rentas quer buan, hac en disposas da ur maro mad dre e antretienou devot ha santel.

Erfin Sant Laumer, goude beza profetizet an afflictionou a dlie coueza var ar Guær a Chartres, a yeas da receo en Eê ar recoumpanç en devoa militet dre e euvrou mad, dre e alusennou ha dre e vortificationou.

REFLEXION.

Ur c’hrouadur paour occupet da zivoal an dêvet, a zivoer darn eus e vara evit e rei d’ar beaurien-all ; ha ni a so quer piz d’o assista eus ar pez a ellomp æz da zivoeret.

Peurvuya ne d’ê quet ar re pindivica eo ar re charitapla, na quen neubeut ne dint quet ar re gontanta hac eürussa gant o danvez, rac ne guavont jomæs o deffe avoalc’h. Caër o deus dastum, caër o deus berna madou var madou, o c’halon n’en em gaf quet countant ; hac e laran gant guirionez an oll vadou eus an douar ne dint quet capabl da gountanti calon an den, pehini o veza crouet gant Doue hac evit Doue, ne vezo biquen countant quen na reposo e Doue memes.

Mar fell deoc’h caout ur gountantamant bennâc gant ho madou, impligit darn anezo da ober euvrou mad, exercit ar garantez, hac ho calon en em gavo countantoc’h dre an esperanç da receo un deiz ho recoumpanç en Eê.