Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
134
17 Fevrer.
Sant Laumer.


Ar seitecvet devez a viz Fevrer.


SANTES LAUMER, ABAD.


————


Ar Sant-ma, pehini a veve en amser ar Roue Cloteer, a oa quer paour a vadou ar bed, ma oue contraign en e yaouanctis d’en em lacaat da zivoal an dêvet var ar mæs, taust d’ar Guær a Chartres, mæs beza ez oa pinvidic meurbet a vertuziou. Quen devot e oa, ma en em lequee, epad ma peure e dêvet en dro dezâ, da bidi Doue gant fervor, pe da gonsideri an Eê, en ur gomtempli an eürusdet a behini a jouis a Sænt er Barados. Beza e oa quer mortifiet, ma yune alies, ha quer carantezus, ma tivoere bemdez darn eus e voed evit e rei d’ar beaurien.

E guerent soueset oc’h e velet quer charitabl, hac o remercout ennâ un devotion dreist-ordinal, a zeuas da songeal ez oa destinet gant Doue da un dra bennâc brassoc’h eguet da zivoal dêvet. Gant ar sonch-ze el lequezont er scol e ty ur Bælec habil ha vertuzus, pehini en devoe cals a garantez evit-an hac a guemeras ur sourci special d’en instrui. Laumer a brofitas quement er vertuziou hac er squianchou, ma teuas par d’e væstr.

Neuse en em retiras en ur c’hoad bras eus ar Perche, e pelec’h e savas ul lochig bihan, e pehini e veve ec’his un Æl. Ur vanden Laëron pere e devoe custum d’en em denna er C’hoad-se evit en em guzet, o veza e rancontret, en em arretas da barlant gantâ, hac evel ma pligeas dezo e gonversation, e teuzont meur a veich d’e gaout evit en em antreteni gant-àn. Ar Sant a brofitas eus an disposition-ze evit coms dezo eus an affer bras ar silvidiguez, eus a ber amser ar vuez, hac eus an eternite. E gomsou a reas quement a impression var o c’halonou ma teuzont da