Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/14

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

VII


Var an necessite-ze hon eus a c'hraç Doue e pep occasion, eo fountet an necessite eus an oræsoun, pehini eo ar voyen en deus Jesus-Christ etablisset e-unan, evit e obteni. Dre-ze ivez an ilis a bropos d'e bugale an oræsoun evel ur voyen puissant da lacât da zisquen en o c'halonou, ha da conservi enno ar c'hraç divin-ze, pehini a so buez o ene.

An Tadou santel eus an ilis o deus recoumandet, dreist pep-tra, an oræsoun a galon, pe ar veditation, pehini a hanvout alc'hue an eê, ar man pehini a ranferm an douçder eus an oll vertuziou, ar sourcen eus an oll graçou hac eus an oll madou eus ar vuez spirituel; hiniennou memes eus an Tadou santel-ze ne gomprenne quet e voa possubl condui ur vuez christen hep an oræsoun a galon. Mas petra bennâc a ve consideret o deus-oll an oræsonn a rêr a galon hepquen, evel an agreapla da Zoue, hac ar profitapla evit an eneou, evel ar voyen an ezza, ar berra hac an assura evit ober e silvidiguez, ha da inspira deomp an horrol eus ar pec'het; da ober deomp istimout ha caret ar vertuz, ha d'hor creaat e servich Doue.

Dre an oræsoun e teu an den d'en em antreteni, calon-ous-calon, gant e Zoue, pebes enor ha pebes avantaich! En orasoun eo'e com- muniq Doue d'an den e c'hraçou gant abondanç, o sclerât e speret, oc'h anflammi e galon hac o carga e ene eus a un douçder pehini a dremen an oll joa eus ar bed. Avantaichou quer bras na dleont-ii quet hon excita da ur pratiq quer mad ha quer santel ?

Mas martese e leverot-hu, ne ouzon quet ober oræsoun, ha n'em eus quet an amser d'e ober. Da guemense e respontin: da guenta, mar livirit n'hoc'h-eus quet an amser dre'n abec ma hoc'h-eus cals a labour, supposet memes e veoc'h o servicha, na illit-hu quet da viana ober oræsoun da sul ha da vouel? Na guevet- hu quet d'an deiziou- pemdes memes, peguement bennâc a labour ho pe, an amser evit ho repasiou reglet, n'oufec'h-hu quet ive, en ur regli mad hoc'h amser, caout un hanter-heur pe ur c'hardeur evit rei d'hoc'li ene ar vagadurez spirituel a behini e deus quement a ezom. Mæs supposet e ve guir n'ho pe quet amser avisiou, grît neuse-ta hoc'h oræsoun en ur vont d'ho tevez, pe en ur ober memes ho labour, nemet na glefot quet a drous en dro deoc'h. Mar douc'h custum da lavaret cals a bedennou vocal, e allot, mar quirit, diminui darn anezo, evit caout an amzer da ober oræsoun a galon pehini, a dra-sur, a vezo agreaploc'h da Zoue, hac a behini e tennot avantaichou brassoc'h evit assuri ho silvidiguez.

Mar livirit ne ouzoc'h quet ober oræsoun, evit e zisqui, n'hoc'h eus nemet lenn an nao chabist quenta eus an eil quevren eus af. levr Introduction d'ar Vuez devot, e pelec'h e queffot quement so necesser evit ober ervad oræsoun. Hac e cas n'ho pe quet al leví-ze, e queffot amâ varlerc'h, e ber comsou, ur method a oræsoun a behini e vezo azzoc'h deoc'h derc'hel sonch.

————