rantez, n’am lesit quet dindan ar glao na da veza divoret en nos-mâ gant al loenet gouez. Martinien dre druez outi a zigoras e zor ; ober a reas tan, rei a reas dezi da zibri eus ar pez en devoa, hac o veza recoumandet dezi partial antro-nos-vintin, en em dennas e-unan en un hermitaich all.
Ar vreg-mâ, da c’houlou-deiz, a viscas he habijou caer. Martinien o songeal e tlie beza eet en he roud, a zistroas d’e hermitaich ; mæs soueset bras e voe o velet ur vreg quen fichet. Ar vreg fall-ze, leun a dromplerez hac a finessa, goude beza contet cals a draou dezàn, a zeuas quen divergont ha quen insolant ma er solicitas da bec’hi. Martinien, o veza en em arretet re d’e c’hlevel, en devoe ar maler da gonsanti en e galon da un desir dishonest ; mæs Doue, pehini ne falle quet dezâ lesel da goll ar frouez eus ur binigen a bemp bloaz var-nuguent, a sellas a druez ountâ hac en touichas. Martinien a guemeras quement a horrol eus e faut, hac en devoe quement a c’hlac’har, ma alumas un tan bras e pehini e lequeas e dreit, evit mouga dre an tan exterior-ze ar flam impur a voa savet en e galon. Goude beza souffret un anquen horrubl, e lavaras en ur grial : Petra Martinien, n’ac’h eus quet gallet souffr un hanter-quardeur un tan quer sempl, penaus e allit-te souffr epad un eternite hini an ifern da behini ez out en em exposet. Goudeze oc’h en em adressi da Zoue gant ur galon mantret a c’hlac’har : O Tad a visericord, emezàn, ho pezit truez ous ar pec’her paour-mâ pliget gueneoc’h pardouni dezâ e bec’het ha rei dezâ an amser da ober pinigen.
Zoe, estlamet o velet ar binigen estranch a reas Martinien, en em santas touichet hac en em gonvertissas ive var-an-heur. Neuse e pedas an Hermit penitant, gant cals a zaëlou, da bourvei d’he silvidiguez ha d’e lacât e stad da ober pinigen ar rest eus he buez. Ober a eureu dezi mont rag-eon da Velleem ; hac e reas e receo e Couent Santes Paula, e pelec’h e varvas santelamant, goude beza tremenet daouzec vloaz e pratiq eus ar brassa pinigen.