Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
13 Fevrer.
Sant Martinien.


An trizecvet devez a viz Fevrer.


SANT MARTINIEN, HERMIT.


————


Buez Sant Martinien a so un instruction gaër pehini a zesq da bep-unan penaus e tleer bepret dizfiziout eus e vertuz hac eus e nerz : disqui a ra penaus buez an den var an douar a so ur bresel hac un demptation continuel, ha penaus ne aller conservi an innocanç, etouez quen aliez a zanger, nemet o tec’het dious an occasionon.

Martinien, guinidic eus ar guær a Cesaree e Palestiin, oc’h aznaout e voa ar bed leun a birillou hac a demptationou, en em dennas d’an oad a drivec’h vloaz en deserz, evit labourat hebquen en affer bras eus e silvidiguez. Castya a ree e gorf dre binigennou ar re rusta ; e yuniou a oa continuel ; neubeut amser a roe d’ar c’housquet, neubeut e panlante ous an dud, hac e tremene an deiz hac an nos casimant-oll oc’h en em entreteni gant Doue en oræsoun.

An drouc-speret, adversour ar silvidiguez, a impligeas e oll finessaou evit e droubli hac ober dezàn quitaat an deserz, mæs quemense ne servichas nemed evit e renta humploc’h ha couraichussoc’h.

Pemp bloaz var-nuguent a voa e persevere Martinien en oll exerciçou eus ar binigen, ebars en Hermitaich, pa zeuas an temptator da steigna dezàn ur piech nevez a behini e tisfizias neubeut. Ur vreg, dibauchet ha libertin, hanvet Zoë, poulset gatit an drouc-speret, a c’hoantas mont d’e dempti : quemeret a reas un habit fall, lacât a eureu he habijou caëra en ur pacquat didan he brec’h, hac ez eas dre ar glao d’e hermitaich. O veza asezet var dreusou an or, er suplias da gaout truez eus ur baoures quez pehini a voa surprenet gant an nos ebars ar c’hoad : pliget gueneoc’h, emezi, servicher Doue, ma logea dre ga-