caout re a liberte, a gouezas souden e pen seurt viçou, pere a gresque dre ma teue an oad dezâ.
Ouspen ma cundue ur vuez dibauchet, ne ree van ebet evit canna nac evit laza. Ne dea morse e nep-lec’h nemet armet mad, ha na glasque nemet caout affer ous ur-re-benaâc. En em ziscleria a reas memes a enep ar Pap, ha troubli a euren ar peoc’h eus an Ilis, en hevelep fæçoun ma en em santas ar Pap obliget d’e excommunia, oc’h esperout, dre ur bunition quen terrubl, ober dezâ chench ; mæs o velet e continue en e zisurz, e cassas Sant Bernard d’e gaout evit essaat dont a-benn anezân. An den Santel-ze a reas e oll bossubl evit ober dezâ antren ennâ e-unan hac en em aznaout ; mæs inutilamant, rac an Duc obstinet er chasseas eus e bresanç, o c’hourdrous c’hoas e laza. Sant Bernard ne gollas quet couraich, recoumandi a reas an affer da Zoue, ha goude beza offret ar Sacrifiç Santel eus an Oferen, e sortias eus an Ilis gant ar Sacramant en e zorn, evit mont da gaout an Duc, da behini e lavaras ; gant ur vouez terrubl : Da bedet hon eus, mæs hon dispriget oc’h eus : chetu amâ ar Roue eus an Eê hac eus an douar, ar Penn hac ar Mæstr Souveren eus an Ilis, pehini a bersecutes : chetu amâ da Varner, ha souden da Ene a dremeno etre e zaouarn : e zisprigeout a ri-de, evel oc’h eus dispriget e servicherien ? An Duc, spountet dre ar c’homsou-ze, ha muy c’hoas dre ar bresanç eus a Jesus-Christ, a gouezas var an douar heb gallout parlant. Ar Sant a goumandas dezâ sevel ha lavaret publicamant dirag an oll e intantionou. An Duc a savas, ha dre ur burzud eus a c’hraç Doue e teuas eus a un den criz ha revoltet ma voa ouent, da veza douç hac oboissant evel ur c’hrouadur ; goulen a reas pardoun digant Doue hac ous an oll pere en devoa scandaliset.
Quellies gueich ma songe goudese e comsou Sant Bernard, en em lequee da vouela ha da hirvoudi, en ur lavaret : O va Doue, na varnit quet ho servicher, rac piou avezo cavet just dirazoc’h ? Quemeret a reas a-neuse ar resolution da guitaat ar bed.