Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
10 Fevrer.
Santes Scolastiq.

3. Ma ouffe an oll an douçder hac ar bligeaduriou pur a ro Doue d’ar re er servich gaht carantez, piou n’en deffe quet c’hoant d’e servicha gant fidelite ?

4. Un devez impliget-mad, o servicha Doue, a denn muy a brofit deomp eguet mil devez impliget oc’h acquisita madou ar bed.

5. O seliet ous ar Grucify e santàn ur soulageamant vras er poaniou a souffran.

6. Ret ê parlant eus a Zoue hac eus a draou edifiant, pe ret eo tevel ; rac quelaichou ar bed ne vilitont quet e ve comset anezo.

REFLEXION.

Ar gonversation e devoa Santes Scolastiq gant he breur ur veich er bloaz a voa edifiant meurbet ; ne barlantent nemet eus a Zoue, eus e vadelez hac eus e visericord, evit en em sicour an eil eguile d’e servicha gant muy a fervor. Pa en em guivit e compaignunez, ha parlant a rit-hu alies eus a Zoue ? ha parlant a rit-hu da viana eus a draou mad bepret ? Pa garer ur re bennâc, en em bliger o parlant anezàn. Neubeut a garantez hon eus evit Doue, chetu perac e parlantomp quen neubeut anezâ. Ar re n’en em antretenont er gonversation nemet eus a quehezlou ar bed, pe a barlant eus a hemâ hac eus a hounes, ouspen ma collont an amser, e maint en danger da goueza e meur a faut hac e meur a bec’het, ma ne lequeont evez mad.



An unnecvet devez a viz Fevrer.


SANT GUILLERM, DUC A AQUITÊN.


————


Ar Penitant bras-mâ a oa guinidic eus ar Poëtou. E dad er c’hare hac er cherisse quement, en amser ma voa bian, ma e lese da ober quement a gare, nemede quet e sourcy da guelen e vab, na da ober rei dezâ un descadurez cristen. An Duc yaouanc, o