omual disquennet eus an Duguet a Raveen, a
heulias ar bed e bligeadurezou, bete an oad a uguent
vloaz.
E dad en devoe un devez disput ous unan eus e guerent, en em ganna a reas gantàn, hac el lazas, Romual, pehini a voa presant, petra bennâc ne voa quet caus eus ar goal affer-ze, en em santas quen touichet, ma quemeras ar resolution da guitaat ar bed evit ober pinigen.
En em denna a eureu en Deserz, equichen un Hermit devot. Eno e cavas peadra da countanti an desir en devoa da bratica ar binigen.
Bemdez e lavarent o daou assambles an Ofiç ; hac evel Romual a fazie alies er goumançamant, an Hermit, evit e gorrigea, a roe dezâ bep-tro un taul gant ur voalen vian var gostez e benn. E Zisquibl, goude beza anduret pell amser heb lavaret guær, er pedas un deiz da squei var ar c’hostez all, abalamour, emezàn, ma colle ar c’hlêved eus ar c’hostez-ze. An Hermit a admiras e batiantet, hac en tretas goude-ze gant muy a zouçder, ha da benn neubeut amser er c’honsideras evel e Væstr er vuez spirituel.
Romual en em dennas goude-ze en un Deserz hanvet Camaldoli, e pelec’h en devoe souden cals a Zisquibien. Eno, o veza cousquet un deiz equichen ur feunteun, e velas dre e sonch ur squeul, eus a behini an troad a voa var an douar hac ar beg a hye bete an Eê, hac e velas Religiuset guisquet e guenn o pignat var ar squeul-ze. Goude ar sonch misterius-se, e roas d’e Zisquibien an habit guenn gant Reglennou caër a vuez. Evel-hen eo e coumanças an Urz a Gamaldûl, pehini, en deus roet quement a Sænt d’an ilis.