En em strinca a rezant da dreit ar Santes oc’h e suplia da bidi Doue evit-o. E ober a eureu ; hac o c’hreaat a reas quer parfet er Feiz, ma teuzont (o veza bet galvet gant ar Gouarner evit lavaret dezàn hac angaget o devoa Dorotee da adori o Doueou) da respont dezâ o devoa o-unan re a c’hlac’har da veza græt ar c’hrim-se, evit alya den ebet de ober.
Fa glevas ar seurt respont, e entreas e coler, hac e ordrenas, ma na zeuzent da adori a-nevez an Doueou, e strinca o diou en ur goter bero. Souffr a resont an tourmant-se, en ur bidi Jesus-Christ da receo o foan evit o finigen.
An Tirant a roas goudese urz da dourmanti Dorotee. Ar Santes a bignas quer joaüs var ar chafaut a oa preparet eviti, ma c’honlennas an Tirant diganti petra e rente quer countant : Biscoas, emezi, n’am eus santet ur joa quer bras evel an hini a santàn hirio, dre m’en deus priget an Autrou Doue en em servichout ac’hanon evit savetei an diou Blac’h-se pere a voa collet. Erfin goude beza bet e c’hostez devet gant tourchet ellumet, e voe dibennet, er bloaz 308.
Dorotee, pehini ne voa nemet ur plac’h yaouanc, a gonvertissas diou blac’h-all pere a glasque ober dezfe renonç d’ar Feiz. Comprenomp an nerz eus ar c’hraç an Autrou Doue, pehini a voar touich ar c’halonou, pa blich gantâ, ha dre voyen an nep a blich gantàn. Comprenomp eta penaus e allomp, gant ar sicour eus e c’hraç, contribui da gonversion hon nessa. Ne faut alies nemet un avis mad, ur goms vad, evit distrei ur pec’her dious an hent a berdition hac e lacât en hent heus e silvidiguez.