Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 Fevrer.
97
Sant Ignaç.

zerinti a arruas er bloas seiz ha cant goude donediguez hor Salver.

REFLEXION.

An desir en devoa Sant Ignaç da rei da Jesus-Christ ur merq eus e garantez, a reas dezâ souffr gant joa ur maro cruel. Pe seurt merq, va breur ha va c’hoar, hoc’h eus-hu roet da Jesus en ho carantez ? Petra hoc’h eus-hu graet evintàn ? Petra hoc’h eus-hu souffret evintàn?

Jesus en deus en em roet deomp evit gounit hor c’harantez. Ha c’hui a fell deoc’h miritout carantez Jesus ? En em roït ive-oll dezâ. Peguer consolant eo reï e galon, e gorf hac e ene da Jesus ! Ur maestr eo quen douç ha quen liberal ; ur mignon eo quer fidel e peb rancontr, ha fidel bete ar maro ; un Doue eo quer puissant evit hon recompanci en tu-all da guement a oufemp da ober ha da souffr evintàn.

Jesus en deus songet enomp ha labouret evidomp epad e vuez. Greomp hon actionou en intantion da bligeout dezàn, ha rapportomp-y-oll d’e c’hloar ; songeomp alies en deiz ennâ, ha leveromp dezàn, da nebeuta ur veich bemdez gant an oll fervor possubl : Jesus a garantez, roït din ar c’hraç da veva ha da vervel en ho carantez.



An eil devez a viz Fevrer.


PURIFICATION AR VERC’HES VARI,
HANVET GOUEL MARIA AR CHANDELOUR.


————


Ar Gouel eus a hirio a gompren daou vister bras : Purification ar Verc’hes sacr, ha presantation Jesus-Christ en Templ.

El Lesen ancien ez oa ordrenet d’ar groaguez, gou-