Querquent ha ma clevas e setanç, e lavaras gant un transport a joa : graçou a rentàn deoc’h, va Salver, dre m’am bezo erfin ar gonsolation da rei deoc’h ur merq anat eus va c’harantez. En ur lavaret ar c’homsou-mâ, e presantas e zaouarn evit beza chadennet ; pocquet a reas d’e chadennou ; en em lacât a eureu var e zaoulin, hac, o veza pedet Doue gant cals a zaëlou evit e ilis, e partias eus a Antioch, en ur bidi ar gristenien da gaout zonch anezàn en o fedennou : pedit evidon, emezâ, evit ma rentin un ene mad da Zoue : desir am eus, evit guir, da souffr, mæs ne ouson quet ha me so din da souffr evit gloar Jesus-Christ. Pedit evidon, evit na vezin quet un den reprouvet dre ma infidelite, mæs ma vezin din da receo ar Gurunen a so destinet din.
Pa voa en hent, e scrivas d’ar gristenien eus a Rom : beza ez oùn ar guinis a Zoue, hac e tleàn beza draillet ha malet gant dent al loënet : ar brassa aoun am eus, eo na zeufent d’am espern, evel ma ze c’hoarveet gant hiniennou eus ar Verzerien. Ma tigouesse quemense guenê, e teufen d’o hengazi ha d’o incita va-unan. Aznaout a ran an avantaich a recefen : ya e lavaret a ràn hardiz, tra ebet ne ouffe ma ampeich da vont da Jesus-Christ : nac an tan, nac al loenet cruel, nac an oll valiç eus an drouc-speret ; netra ne vezo capabl da ziminui va c’houraich ha va c’harantez evit va Salver adorabl ; ne vevàn muy nemet evit mervel ivintàn.
Pa voe erru e Rom, en em lequeas var e zaoulin gant ar gristenien pere en em gavas endro dezâ ; en em offr a reas da Zoue, evel ur victim prest da veza sacriiiet, hac e pedas evit ar peoc’h eus an ilis.
Quer buan goude e voe cunduet d’an tear. Pa glevas al loenel o yudal, e lavaras gant ur vouez huel : beza ez oun ar guinis a Zoue, ret eo e venn malet gant dent al loënet-mâ, evit ma hellin beza offret evel ur bara pur da Jesus-Christ. Lausquet e voe var-an-heur al loenet, pere en devoras en ur moment, evel m’en devoa desiret. Clevet oue o prononç an hano santel a Jesus bete an huanad diveza. E ver-